Teatr brezhonek

Degemer al lec’hienn > Kreizenn dafar > Diazlec’h ar pezhioù-c’hoari

Diazlec’h ar pezhioù-c’hoari

Un taol-strap

Bloavezh

Pezh skrivet gant

Listenn pezhioù ar rummad

  • Anv ar pezh : Un taol-strap
  • Padelezh : 60 mn.
  • Niver a dudennoù : 7
  • Paotred : 6
  • Merc’hed : 1
  • 2 akt.
    • 5 divizoù. en akt 1
    • 4 divizoù. en akt 2
  • Tudennoù :

    Merven Grec’hkariou
    merour burev ar bank. 38 vloaz.
    Herri Feulvarc’h
    mevel-bank. 26 vloaz.
    Elena Rogar
    plac’h ar c’hef. Danvez pried Herri. 22 vloaz.
    Ar floc’h
    mestr-polis. 50 vloaz.
    Soulimant
    polis. 35 bloaz.
    Daou laer
  • Diverrañ :

    An daou laer n’o deus ket gellet kemer an arc’hant deus an ti-bank : ar bilhedoù a vo laeret da vat gant ar merour, ha lakaet an dra-se war benn an daou laer.

    Arvest 1.
    Un devezh boutin, en ti-bank : ar merour, Herri hag Elena zo o labourat. Honnezh zo dañvez pried Herri.
    Daou laer aza tre, o c’houlenn arc’hant. Semplet eo Elena, badaouet Herri, hag ar merour en deus gellet pellgomz d’ar polis. Mont a ra kuit an daou laer hep bezañ kemeret gwenneg ebet. Dont a ra ar polis. Hag ar merour da gontañ dezhe eo aet ar laeron 800 000 lur gante.

    Arvest 2.
    Tapet eo bet an daou laer hag emaint er prizon bremañ. Ar mestr-polis zo oc’h ober e enklask, ha da c’houlenn pezh zo degouezhet digant an tri a oa en ti-bank. Kavet e vo ar wirionnez gantañ hag e añzav ar merour e dorfed.

  • Kinkladur :

    Arvest 1. E burev un ti-bank emeur. Un daol-gont hir. Div daol-skirvañ : hini ar mevel-bank, hini ar merour. Ur pellgomz.

    Arvest 2. En ti-polis. Un nor, un daol-skrivañ. Ur gador-vrec’h ha teir c’hador.

  • Gwiskamentoù :

    Merven Grec’hkariou
    dilhad ur c’hêriad gantañ
    Herri Feulvarc’h
    ivez.
    Elena Rogar
    ivez.

    Ar floc’h

    Soulimant
    dilhad polis gante o-daou.

    An daou laer : beb a maskl gante war o fenn.

  • Ti-Embann :

    Ti-Embann : Al Liamm. no 74. Bloavezh : 1959.

Kartenn lec’hioù emañ al levr

Kavout a reoc’h er rubrikenn un niveradeg deus ar pezhioù-c’hoari e brezhoneg pe lakaet e brezhoneg. Evit pep pezh-c’hoari e kavoc’h ivez titouroù war ar skrivagner (diouzh ma vez).

Ar renabl-mañ n’eo ket klok tamm ebet pell aleze. Bouetet e vo tamm ha tamm, diouzh an titouroù a vo dastumet hag hon amzer evit mont pelloc’h ganti.
Diazez an niveradeg-mañ zo bet savet diwar labour ur studier : Denez Dorso. Kinniget en deus ur c’houn-skrid master e fin 2012 e skol-veur Roazhon 2 : «Ar c’hoariva brezhonek : Renabl ar pezhioù-c’hoari skrivet en XXvet kantved. Ur sell war ar c’hoariva etre 1945-1980». Renablet en deus 408 pezh-c’hoari deus ar prantad-mañ ha 49 en o zouez a oa bet studiet gantañ en un doare pisoc’h. Se zo kaoz e kavoc’h berradennoù ha titouroù war an tudennoù evit ul lodenn vihan deus ar pezhioù-c’hoari.

M’ho peus anaoudegezh deus pezhioù-c’hoari zo (renablet pe get el lec’hienn) e c’hellfec’h reiñ an dorn deomp evit klokaat al labour-mañ hag e giz-se kemer perzh er c’hlaoustre-mañ hag a zo bodañ (en un doare niverel) ur glad hep priz ebet.
Mont e darempred.
Mersi bras deoc’h e a-raok.

Kas ur gemennadenn