An enklask

Bloavezh

  • 1982

Pezh skrivet gant

Live yezh

  • Brezhoneg pemdez standard
  • Resisadurioù war ar yezh :

    Yezh buhezek, startijenn. Troiennoù brezhonek ha troiennoù liv ar galleg enne ivez.

Listenn pezhioù ar rummad

  • Anv ar pezh : An enklask
  • Padelezh : 30 mn.
  • Niver a dudennoù : 5
  • Paotred : 3
  • Merc’hed : 2
  • 1 akt
  • Tudennoù :

    Katell
    60 vloaz.
    Naig
    He merc’h
    Erwan
    Breizad kar-e-vro
    An archer-enklasker
    Albert
    Eil archer
  • Diverrañ :

    Kuzhet eo Erwan e ti div vaouez, war-lerc’h m’en doa lakaet ur vombezenn da darzhañ a-enep d’ar greizenn nukleel.

    Katell hag he merc’h Naig zo o komz en ti. Dazont ar vro zo kaoz, hag ar jeu zo bet daou vloaz zo : manifestadegoù ha stourm a-enep d’ar greizenn nukleel. met digalonekaet eo an div vaouez : n’en deus servijet ar stourm da netra hag ar bobl en deus pleget.
    Un trouz spontus a glever. Ur vombezenn eo ?
    Skoiñ a ra unan bennak doc’h an nor : Erwan eo.
    Hennezh zo bet e penn an abadenn evit lakaat ar vombezenn da darzhañ hag emañ bremañ klasket gant an archerien. E ti an div vaouez e vo kavet goudor : cheñch a ra dilhad hag e vo lâret d’ar jañdarmet eo-eñ Lom Jegou, an devezhour.
    Dont a ra an archerien : emaint o klazh Erwan.
    Naig a servij gwin dezhe ha krog eo da vout tener e-keñver ar Chef. Benn ar fin eh ont kuit deus an ti, hep bezañ klasket pelloc’h piv e oa an den diskouezet gant Naig evel an devezour.
    Chom a ray Erwan da gousket en ti, koutant m’emañ an div vaouez da vout kemeret perzh e-barzh ar stourm... en ur mod disheñvel.

  • Kinkladur :

    En un ti emeur, en ur sal vras. Un oaled, ur fenestr (gwall-amzer).
    Un taol ha kadorioù.
    Peadra da zebriñ koan : kig, bara, pladoù.
    Gwerennoù hag ur voutailhad gwin.

  • Gwiskamentoù :

    Katell
    60 vloaz.
    Naig
    He merc’h
    Erwan
    Dilhad boutin

    Dilhad all (re an devezour), mourennoù faosAn archerien beb a « trench-coat », lampoù elektrik, tokoù

  • Sonerezh ha trouzioù :

    Trouz ur vombezenn.
    C’hwitell ar jañdarmed.

  • Titouroù ouzhpenn :

    Pevare rummad pezhioù-c’hoari embannet e-barzh Brud Nevez : "Pezioù-c’hoari IV".

  • Ti-Embann :

    • Ti-Embann : Emgleo Breiz. Bloavezh : 1982.

Kartenn lec’hioù emañ al levr