Ar mor a deu en-dro atao

Bloavezh

  • 1977

Pezh skrivet gant

Live yezh

Listenn pezhioù ar rummad

  • Anv ar pezh : Ar mor a deu en-dro atao
  • Padelezh : 25 mn.
  • Niver a dudennoù : 3
  • Paotred : 2
  • Merc’hed : 1
  • 1 akt
  • Tudennoù :

    Marig
    25 bloaz.
    Glaoda
    He zad-kozh. 80 vloaz.
    Fañch
    Un amezeg. 30 vloaz.
  • Diverrañ :

    Chom a ray Mari en ti-feurm mod-kozh pe mont gant ur paotr, un ti-feurm nevez gantañ ?

    Mari a labour en un ti-feurm bihan, gant he zad-kozh. Hennezh n’en deus nemet e blac’h-vihan hag a chom er gêr gantañ.
    Ur mintiniad e miz Even emañ Mari er-maez gant he div vuoc’h hag e komz gant Fañch, eñ war un traktor. Sevel a ra tabut etreze.
    Fañch a za en ti da gomz gant an tad-kozh : plij a ra Marig dezhañ. Ur vuhez all he dehe gantañ e plas beviñ amañ e hellehe kaout un ti-feurm mod-nevez... Glaoda a gonto d’ar paotr un gentel leun a furnez a-ziwar red an amzer.
    Dont a ra Marig en ti. Souezhet eo Fañch e kinnig Mari dezhañ mont d’an aod, ar paotr ne oui ket ober ganti met marteze e cheñcho an traoù evel ma lâre an tad-kozh…

  • Kinkladur :

    Dirak un ti, war ar maez. E miz Even. E-tal ar puñs emañ an div vuoc’h oc’h evañ dour. War e drakteur emañ Fañch.
    Goude : en ti : un daol, div gador. Ur podad soubenn war an tan, patatez da gignañ.

  • Gwiskamentoù :

    Dilhad labour gant an tri.

  • Ti-Embann :

    • Ti-Embann : Brud Nevez. no 4. Bloavezh : 1977.