Mil pok

Bloavezh

  • deiziad ebet

Pezh skrivet gant

Live yezh

Listenn pezhioù ar rummad

  • Anv ar pezh : Mil pok
  • Padelezh : 30 mn.
  • Niver a dudennoù : 11
  • Paotred : 3
  • Merc’hed : 8
  • 3 akt.
    • 8 divizoù. en akt 1
    • 5 divizoù. en akt 2
    • 4 divizoù. en akt 3
  • Tudennoù :

    Lommig
    Ar bouloñjer
    Hañriet
    E vaouez
    Marc’harid
    Un amezegez
    Marileich
    Kannerez
    Tina
    Un amezegez all
    Fin
    Pol
    Ur paotr yaouank
    Mataou
    An toer
    Louiza
    E wreg
    Marijan
    Un amezegez da Louiza
    Melani
    Unan all. He hini bihan ganti.
  • Diverrañ :

    En ur barrez vihan e sav jeu etre an toer hag e wreg, a-gaoz d’ul lizher e galleg, komprenet fall gante.

    Taolenn 1 :
    E ti ar bouloñjer emeur. Ne chom nemet teir torzh vara. Maouezed ar barrez a dremen d’o frenañ. Ret e vo d’an toer tremen a-benn ober war-dro ar forn, anez-se ne hello ket mui ar bouloñjer ober e vara. Hennezh a skriv ul lizher evit ma tahe founnapl an toer. Reiñ a ra al lizher-mañ da Bol, a zo o vont d’al lec’h m’emañ Mataou an toer o chom.

    Taolenn 2 :
    Louiza, Maouez Mataou, a gemer al lizher digant Pol, met honnezh ne hello ket lenn ar galleg, neuse e c’houlenn gant Melani dont lenn an danvez dezhi. Met skrivet eo fall e galleg ha treuz-komprenet eo bet al lizher : emañ o krediñ eo bet kaset digant un dousig bennak kuzhet d’he fried. Pa za Mataou en ti e tap e begement digant e wreg.

    Taolenn 3 :
    Daet eo Mataou o labourat war-dro toenn ar bouloñjer, hag eñ o tisplegañ pezh zo degouezet gantañ. Tuchanig e arru Louiza d’he zro ha diskleriet e vez ar wirionez gant Lommig hag Hañriet.

  • Kinkladur :

    Taolenn 1 ha 3 : e ti ar bouloñjer.
    Un daol, ur c’haier warni ha peadra da skrivañ al lizher. Bara. n’eus ket kalz a ditouroù resis met e heller ijiniñ gwelet ar forn dre un nor.

    Taolenn 2 : e ti an toer. Gellet a raer ijiniñ ur prenestr digor war an hent evit komz d’an tud o tremen.

  • Gwiskamentoù :

    Dilhad pemdeziek gant an holl. Da vare ar bleadoù 50, war ar maez.
    Dilhad ha dafar un toer gant Mataou

  • Titouroù ouzhpenn :

    Bet c’hoariet gant Kelc’h-keltiek Rostren e « Kan-ha-Diskan » Poullaouen 1955 hag e Bleun-Brug Landivizio ha Kallag.

    Setu ar pezh e c’heller lenn diwar ar pezh-c’hoari (Cormerais Jean. Abnoni J. Noël. Mil Pok, Annales de Bretagne, 1957, vol. 64, n° 4, p. 515.)
    "Cette courte pièce qui a déjà connu un beau succès, comme d’autres du même auteur, nous a fait espérer de M. l’Abbé Noël le renouvellement du répertoire de maintes troupes rurales. L’action en est un peu lente et mince, mais la langue claire et savoureuse retient facilement l’attention du spectateur — et cela en des lieux aussi éloignés que la Haute Cornouaille et le Bas Léon. (Distribué par « Emgleo Breiz », B.P. 17 Brest, Finistère. C.C.P. 380-96 Rennes.)". Jean Cormerais.

    "En introduction, les principes de la nouvelle orthographe bretonne préconisée par le chanoine Falc’hun en 1951" (lec’hienn levraoueg Eskopti Kemper).

  • Ti-Embann :

    • Ti-Embann : Emgleo Breiz. Bloavezh : deiziad ebet.