Teatr brezhonek

Degemer al lec’hienn > Kreizenn dafar > Diazlec’h ar pezhioù-c’hoari

Diazlec’h ar pezhioù-c’hoari

Pennherez ar genkiz

Bloavezh

Pezh skrivet gant

Listenn pezhioù ar rummad

  • Anv ar pezh : Pennherez ar genkiz
  • Padelezh : 60 mn.
  • Niver a dudennoù : 6
  • Paotred : 4
  • Merc’hed : 2
  • Bugale : 1
  • 3 akt.
    • 4 divizoù. en akt 1
    • 5 divizoù. en akt 2
    • 4 divizoù. en akt 3
  • Tudennoù :

    Lann ar Parker
    49 vloaz
    Soazig
    e verc’h
    Marianna
    ar vatezh
    Herri Menou
    25 bloaz
    Zant ar Flemm
    Menajer. 59 bloaz
    Yann ar Flemm
    E vab. 38 vloaz
    Erwanig
  • Diverrañ :

    Da biv e vo dimezet pennherez ar genkiz ? Penaos gouzout ma vez karet da vat gant danvez he fried, ouzhpenn evit an arc’hant ?

    Arvest 1.
    Emañ Soazig o komz gant ar vatezh : he zad a fell dezhañ e yahe da zimeziñ gant Yann ar Flemm, paotr-kozh-yaouank... ha pinvidik. Lann, an tad, n’eo ket troet da selaou e verc’h o lâret dezhañ e kar Herri. An tad ne blego morse.

    Arvest 2.
    En em intent a ra Lann ha Zant : roet e vo arc’hant da Soazig a-benn mont da zimeziñ gant Yann, ha dalc’het e vo ar Genkiz gant Lann un toullad bleadoù c’hoazh. Graet ar marc’had. Soazig hag Herri zo gwall nec’het gant se. Erwanig a za tre : ha eñ da gontiñ en doa klevet Yann o lâret en doa c’hoant da zimeziñ gant Soazig evit an arc’hant hepken.

    Arvest 3.
    Marianna a zispleg da Lann penaos gouzout ar wirionez : kuzhet e vo Lann er gwelet kloz ha selaou a ray Lann hag e vab, pedet d’evañ ur banne ha chomet o unan.
    Savet eo an taol : emañ an daou zen o-unan ouzh an daol. Ha Yann da zisplegiñ d’e dad en deus c’hoant da vevañ gant an traoù ker zo amañ, gant arc’hant an tiegezh... ha pas kement-se evit Soazig. Klevet eo bet pep tra gant
    Lann.
    Lann a asant d’e verc’h dimeziñ gant Herri.

  • Kinkladur :

    Emeur e kegin ti menaj ar Genkiz
    Peadra da evañ chistr.

  • Gwiskamentoù :

    N’eus ket titouroù resis. Gellet a raer ijiniñ dilhad ar bleadoù 70 gant an holl. War ar maez emeur. Dilhad labour gant ar baotred.

  • Ti-Embann :

    Ti-Embann : Brud. no 22. Bloavezh : 1966.

Kavout a reoc’h er rubrikenn un niveradeg deus ar pezhioù-c’hoari e brezhoneg pe lakaet e brezhoneg. Evit pep pezh-c’hoari e kavoc’h ivez titouroù war ar skrivagner (diouzh ma vez).

Ar renabl-mañ n’eo ket klok tamm ebet pell aleze. Bouetet e vo tamm ha tamm, diouzh an titouroù a vo dastumet hag hon amzer evit mont pelloc’h ganti.
Diazez an niveradeg-mañ zo bet savet diwar labour ur studier : Denez Dorso. Kinniget en deus ur c’houn-skrid master e fin 2012 e skol-veur Roazhon 2 : «Ar c’hoariva brezhonek : Renabl ar pezhioù-c’hoari skrivet en XXvet kantved. Ur sell war ar c’hoariva etre 1945-1980». Renablet en deus 408 pezh-c’hoari deus ar prantad-mañ ha 49 en o zouez a oa bet studiet gantañ en un doare pisoc’h. Se zo kaoz e kavoc’h berradennoù ha titouroù war an tudennoù evit ul lodenn vihan deus ar pezhioù-c’hoari.

M’ho peus anaoudegezh deus pezhioù-c’hoari zo (renablet pe get el lec’hienn) e c’hellfec’h reiñ an dorn deomp evit klokaat al labour-mañ hag e giz-se kemer perzh er c’hlaoustre-mañ hag a zo bodañ (en un doare niverel) ur glad hep priz ebet.
Mont e darempred.
Mersi bras deoc’h e a-raok.

Kas ur gemennadenn