An dakenn dour

Bloavezh

  • 1942,1944

Pezh skrivet gant

Live yezh

Listenn pezhioù ar rummad

  • Anv ar pezh : An dakenn dour
  • Padelezh : 40 mn.
  • Niver a dudennoù : 3
  • Paotred : 1
  • Merc’hed : 2
  • 1 akt
  • 8 divizoù. en akt 1
  • Tudennoù :

    Gwilho
    Ur pesketaer
    Kato
    E wreg
    Ur glaskerez-vara
  • Diverrañ :

    Gant dour sorset e tihano Gwilho da vout drouk e-keñver e wreg.

    Un den drouk eo Gwilho, fall eo e-keñver e vaouez, Kato. Dezhi d’ober pep tra evitañ, da aozañ boued... Komzoù fall o deus int o-daou. N’eus nemet un dra a laka an den da devel : ma vehent klevet o vlejal mod-se gant tud ar barrez.
    Dont a ra ur baourez da c’houlenn an aluzon digant Kato. Klevet he deus e oa fall an traoù etre an daou bried hag e ro da Gato dour sorset, da gemer leun he genou e-keit ma vo drouk he gwaz en he c’henver : gant-se e vo gwellaet ar paotr.
    Diwezhatoc’h, emañ Gwilho o lâret d’e wreg en deus debret pezh a oa er gegin hep leuskel mann ebet dezhi ; met Kato, leizh he genou a zour sorset ne lâr ger ebet, kaer en deus ar paotr huchal warni. Mont a ra-eñ kuit, ha Kato da drugarekaat ar baourez evit ar burzhud-mañ, ha da reiñ peadra evit ma tebro. Anzav a ra ar baourkaezh ar wirionez : n’eo ket sorset an dour, met dre ma ne responte ger ebet d’he gwaz eo aet hennezh war sioulaat. Setu petra a oa kentel ar glaskerez-vara : ret e vez d’ur vaouez doujañ d’he den. Hag en em vriata a ra an daou bried, savet en-dro ar garantez etreze.

  • Kinkladur :

    E ti ur pesketaer emeur, e-kerzh an hañv.
    Ur chiminal.
    Ur prenestr (klevet a raer ar gelven, ur vran)
    Un daol derv, ur bank a beb tu.
    Ur groaz, daou gantolor kouevr, ur vag vihan dre lien, ur roeñv, un avenell, ur c’havellad bezhin.

    Ar voutailhad dour sorset

  • Gwiskamentoù :

    Gwilho
    Dilhad kozh, ur stammenn dislivet, bragoù uzet.

    Dilhad kozh ivez gant ar glaskerez-vara. Ur baner ganti.

  • Sonerezh ha trouzioù :

    Klevet e vez labouset dre ar fenestr.

  • Titouroù ouzhpenn :

    Embannet eo bet ar pezh-c’hoari-mañ en ur rummad pezhioù-c’hoari : "C’hoariva brezhonek : Pemp pezh-c’hoari berr" dindan renerez Xavier de Langlais.

    Bet c’hoariet evit ar wezh kentañ e Priel d’an 2 e viz Mae 1942.
    E Landreger d’an 30 a viz Eost 1942 (gouelioù Bleun Brug)
    E Roazhon d’an 11 a viz Here 1942.
    Skignet dre Radio-Breiz d’ar 17 a viz Here 1942.

    C’hoariet en deus Jarl Priel tudenn Gwilho.

  • Ti-Embann :

    • Ti-Embann : SAV. no 25. Bloavezh : 1942.
    • Ti-Embann : Brest, Skridoù Breizh. Bloavezh : 1944.

Kartenn lec’hioù emañ al levr