Gouel Sant Jakez

Bloavezh

  • 1960

Pezh skrivet gant

Live yezh

Listenn pezhioù ar rummad

  • Anv ar pezh : Gouel Sant Jakez
  • Padelezh : 40 mn.
  • Niver a dudennoù : 7
  • Paotred : 6
  • Merc’hed : 1
  • 1 akt
  • Tudennoù :

    Ar roue
    Un dremm treut ha morlivet. War ar seblant eo koshoc’h evit 40 vloaz.
    Charlez
    Mab ar Roue, liv ar c’hleñved warnañ.
    Gomez
    Rener ar Roue. 60 vloaz, nerzh ha yec’hed gantañ
    Elesbed
    Plac’hig yaouank-flamm ha brav
    An envnig
    Ur furlukin
    Tad Mendoza
    75 vloaz, blev ha barv gwenn-kann
    An tasmant
    An Impalaer Charlez Vvet.
    Soudarded
    Div dimezell
  • Diverrañ :

    1568, e Bro Spagn. Lazhet e vo mab ar Roue savet a-enep d’e dad.

    Emañ ar roue o komz gant Gomez, ur c’huzulier dezhañ. An envig zo amañ ivez, o kanañ a-wechoù. Koaz zo a Charlez, mab ar Roue : barnet e vo ar paotr, un torfedour eo rak c’hoant en deus da sevel a-enep d’e dad.
    Elsbed, Gwreg ar Ruz zo daet tre, melkoni enni. Petra zo damallet da Charlez ? Elesbed a glask gouzout ha lakaat ar Roue da zieubiñ ar mab deus an toull-bac’h. Met n’eo ket troet ar Roue da chelaou. A-raok bezañ dimezet gant ar roue e felle dezhi dimeziñ gant Charlez, ar vab ; karantez zo etreze.
    Elesbed a ya kuit, Gomez zo o tont tre. Gwelet e vab a felle d’ar Roue. Charlez a za tre ; komz a reont, hag ar wirionez a vo lâret gant ar mab : karout Elesbed zo pezh en deus sachet kounnar ar Roue war benn e vab. Galvet eo soudarded da gas ar paotr d’an toull-bac’h en-dro. Lazhañ e vab a c’hourc’hemenn ar Roue da C’homez, daoust d’ar c’huzulier bezañ a-enep d’an dra-se, met ret eo dezhañ doujañ.
    Ar Roue a chom e-unan. Dre ar prenestr e sav an tasmant. Tasmant e dad, an Impalaer Charlez pempvet. Un diviz a vo etreze diwar benn pezh vo graet gant Charlez yaouank, darempredoù zo bet etre ar Roue hag e vab...
    Mont a ra kuit an tasmant. Chom a ra ar Roue gant an Tad Mendoza. War-nes savetiñ e vab emañ ar Roue, pezh ne ray ket e fin ar gont, hag e chomont o daou e-pad m’emañ Charlez yaouank o vont da vout lazhet.

  • Kinkladur :

    Ur gambr e ti meur Roue Bro-Spagn :
    Un nor d’un tu, daou vorailh tev-tev dezhi.
    Ur prenestr d’an tu all.
    Div bazenn da vont d’ul leurennig, ur pikol kroaz derv warni.
    Ur gwele, un daol gistin, unan all evit labourat, div c’houlaouenn-goar ha paperioù warni.
    Taolenn na melezour ebet.
    An noz a vez anezhi.

  • Gwiskamentoù :

    Ar roue
    Dilhad mezher du. Frezenn-gouzoug start ha kalet
    Charlez
    Ur sae-gambr voulouz du, solennoù ler ruz
    Gomez
    Dilhad voulouz mouk, frezenn-gouzoug, chadenn aour, heuzoù ler. Ur c’hleze hag ur goustilh
    Elesbed
    Ur sae wenn
    An envnig
    Ur justenn enk, gant karrezennoù, un tog tri-korn hir
    Tad Mendoza
    Dilhad un den a iliz
    Soudarded
    Bep a gleze gante
  • Sonerezh ha trouzioù :

    An Tasmant : enrollet e vo e vouezh hag hini ar Roue war ur bladenn.
    Mouezhioù o kanañ ar gousperoù

  • Ti-Embann :

    • Ti-Embann : Al Liamm. no 83. Bloavezh : 1960.

Kartenn lec’hioù emañ al levr