Ar baleer bro

Bloavezh

  • 1943

Pezh skrivet gant

Live yezh

Listenn pezhioù ar rummad

  • Anv ar pezh : Ar baleer bro
  • Padelezh : 60 mn.
  • Niver a dudennoù : 7
  • Paotred : 3
  • Merc’hed : 3
  • Bugale : 1
  • 1 akt
  • 13 divizoù. en akt 1
  • Tudennoù :

    God ar Briz
    Ur vaouez, 55 bloaz
    Soazig
    He merc’h, 6 vloaz.
    Fant Tasel
    He matezh
    Job ar Briz
    He mab henañ, 28 vloaz
    An Aotrou Skouarneg
    Medisin
    Marivonig Dagorn
    Danvez gwreg Alan.
    Ar baleer-Bro
    An Ankou
  • Diverrañ :

    An Ankoù, daet da glask un ene en un ti war ar maez.

    God he doa kollet ur verc’h hag ur mab dija. Soazig, he merc’h vihan a chom ganti, aet he zud d’an anaon, ha chom a ra daou vab gant God : unan anezhe, Alan, zo klañv-fall en e wele (hennezh ne vo ket gwelet war al leurenn). Job, an eil, zo yac’h, ha tamall a ra d’e vamm kaout muioc’h a garantez evit he mab all eget evitañ. Marivonig a gar Alan, ha daoust dezhe n’int ket dimezet e lâr hennezh e bevo evel ma vehe e intañvez pa vo aet ar paourkaezh d’an anaon.
    Un den, ar baleer bro a vez graet anezhañ, a za en ti, chom da ziskuizhañ dirak e korn an oaled a faot dezhañ. God a lâr dezhañ emañ klañv he mab. gouzout a rae. Job a glask kas kuit ar paotr-se met ne heller ket kas an Ankou kuit : bremañ m’eo bet merket an ti dezhañ, e faot dezhañ mont er maez gant unan bennak, n’eus forzh piv...
    Ar baour-kaezh Soazig o kousket ? Job a damall d’e vamm chom hep distagañ ger ebet, gant ar spi enni e vo pareet Alan, n’eus forzh piv all a yay gant an Ankou ; neuse e ya kuit Job ha Soazig en e zivrec’h.
    God a bed an Ankou : n’eus nemeti evit sevel ar Soazig vihan. Marivonig an hini eo a vo prest da vont gant an ankoù gant ma vo pareet he muiañ-karet. Setu hi neuse da vont gant ar baleer-bro. Ha chom a ra God, mezh enni o santiñ he levenez dre m’eo bet pareet he mab muiañ karet.

  • Kinkladur :

    Sall vras ur mereuri e Bro Dreger. E-kerzh miz Here.
    Ur chiminal. Ur prenestr bihan.
    Un diri. Dor kambr an hini klañv. Ur gwele kloz.
    Un daol vras, ur bank a bep tu.

    Ur gontel, bara.
    Skeudenn Alan da 19 vloaz.

  • Gwiskamentoù :

    Soazig
    Ur poupinell ganti
    An Aotrou Skouarneg
    Tog, manegoù, mantell.
    Ar baleer-Bro
    Ur vantell kozh-kozh gantañ.

    Dilhad pemdeziek gant ar re all

  • Sonerezh ha trouzioù :

    Ur c’hloc’hi o seniñ an eur.
    Klemadenn Alan, o tont deus e gambr.
    Skeudenn an Ankou gant e falc’h : da vout graet gant ur luc’hvanner pe d’an Ankou da guzhat a falc’h dindan e vantell.

  • Ti-Embann :

    • Ti-Embann : SAV. no 26. Bloavezh : 1943.