Ar spontailh

Bloavezh

  • 1950,1952

Pezh skrivet gant

Live yezh

Listenn pezhioù ar rummad

  • Anv ar pezh : Ar spontailh
  • Padelezh : 2e00
  • Niver a dudennoù : 7
  • Paotred : 5
  • Merc’hed : 2
  • 3 akt.
    • 10 divizoù. en akt 1
    • 7 divizoù. en akt 2
    • 16 divizoù. en akt 3
  • Tudennoù :

    Herri Gwionvarc’h
    Mestr an ti. Un den bras ha kreñv, treut ha moal. 55 bloaz. Mourennoù ha barv
    Fañch
    Mab Herri ha God, un den yaouank
    God
    Gwreg Herri. Ur vaouez lart ha kreñv, blev war wennaat.
    Anna
    Merc’h Herri ha God. Ur plac’h koant, 22 vloaz.
    An aotrou Salaun
    Ar medisin, un den kozh, laouen ha sart
    Yann an tremenner
    Paotr yaouank
    An aotrou kozh
    An Ankou. Blez gwenn-kann. War-dro 60 vloaz
  • Diverrañ :

    Ar spontailh zo daet da vout un den gwir, pried Anna. Hag an Ankoù a zay da c’houlenn e c’hopr.
    Arvest 1.
    Deiz Gouel an Holl-Sent. Anna zo dougerez, met aet eo kuit an tad (Yann e anv), un den dimezet eus Gwengamp. God, he mamm, zo o vont da lâr an traoù d’he gwaz ha d’e lakaat da blediñ da zegemer ar c’hrouadur o tont. Aon o deus ar wreg hag ar verc’h rak Herri. Hennezh zo o tont tre, gantañ ur spontailh emañ o kempenn. Anna zo aet da guzhat. God he deus bec’h da ziskuilhañ ar wirionez ha neuse e ta Anna er sal da glask lâret an traoù d’he zad, droug ennon e keñver e verc’h. Un taol krenn a glever ha dont a ra un den en ti, an aotrou kozh, a oa o klask e hent. Degemeret eo en ti evit netra da ziskuizhañ ha da zebriñ.
    Hennezh eo an Ankou : ha kinnig a ra dezhe kavout ur gwaz d’ar c’hrouadur o tont. Anez-se e vo embannet ar brud fall e pep korn ar barrez. N’eo ket troet Anna da zegemer da pried un den all evit Yann. Anna hag ha mann a ya kuit. Reiñ a ra an Ankou ur sac’had aour d’an tad. Ne heller ket kas an Ankou kuit : Herri a bled dirazañ ha graet ar marc’had : kavet e vo ur gwaz evit Anna, kemeret e vo ar sac’had aour. Met an Ankou ne ra ket netra evit netra : un deiz bennak e tay da c’houlenn e c’hopr.
    Dirak daoulagad God ha Herri e ro an Ankou buhez d’ar spontailh, daet da vout un den gwir : Yann e anv, a zo bet martolod, met kollet e envorennoù gantañ. Anna ne oui ket ar wirionez hag an Aotrou a ginnig ar paotr yaouank evel e niz. Plediñ a ra ar verc’h d’e gemer da bried, met biken ne vo karet ganti.

    Arvest 2.
    E-kerzh an hañv. Ganet eo ar babig teir sizhun zo, hag an dud kozh a zo war e dro gant karantez. Emaint o komz diwar-benn Yann : un den a feson eo ar paotr, labourat a ra mat, met beb tro e ya davet ar bugel e vez ar c’hrouadur o ouelañ. Un den iskis eo Yann : e-pad noz e vez gwelet a-wechoù, difiñv ha mut, evel ma ne vehe ket mui buhez ennañ...
    O tont en-dro deus o labour emañ Herri, Yann, Anna ha Fañch o komz ouzh an daol, ha Yann da gontiñ istorioù martoloded... pa’z eont kuit e c’houlenn Anna gant he zad lâret ar wirionez dezhi war gont he gwaz.
    Ar mab Fañch a labour war an dachenn, o poaniañ, ha biken ne vo kavet gwreg ebet a soñj dezhañ, start e vuhez. Jeu a sav etre Fañch hag e dud war sujed ar sac’had aour, a hellehe bezañ implijet, kentoc’h evit chom hep ober netra gantañ, met da Herri da ziviz.

    Arvest 3.
    E miz C’hwevrer. Klañv eo ar bugel ha ne ya ket an traoù war an tu mat.
    Anzav a ra Anna d’he mamm e kar Yann : tamm ha tamm zo bet savet karantez en e geñver, met hennezh ne oui netra ebet. Daet eo ar medisin da welet ar bugel met hervezañ n’eus spi ebet... ne oui ket petra zo gant ar paour kaezh : un dra dreist-natur zo bet tapet gantañ.
    Dont a ra tre an Aotrou Salun da heul ar medisin. Daet eo da gemer un ene, hini God... ha n’eus ket da stourm ! Ma tay God d’e heul e vo pareet ar bugel, na ma ne ya ket gantañ e lako ar bugel da vervel hag Anna ivez.
    Daet eo Anna, ha trugarezkaat a ra an aotrou evit ar pried roet dezhi, anzav a ra ar garantez he deus en e geñver.
    Klazk a ra an aotroù sachañ Yann d’e du da vont gantañ. Graet ar marc’had etre an daou : gant ma yay Yann gant an aotrou e vo pareet ar bugel, ha beviñ a ray Anna hep brubuilh ebet.
    Aet eo kuit Yann, ha pareet ar bugel. Hag er maez e vez kavet ar spontailh divuhez. Anna a c’houlenn e-menn emañ aet kuit he gwaz. Un tamm diwezhat e oa evit lâret he c’harantez, dleet a vehe dezhi bezañ er lâret abretoc’h...

  • Kinkladur :

    Kegin ur vereuri e Bro Dreger. Un oaled (arvest 1 : tan zo).
    Ur prenestr (glav a ra).
    Un diri da vont d’ar gambr, ha dor kambr al laez d’an tu all.
    Un daol, ur bank a beb tu, ur skabell. Ur orolaj.

    Ar pontailh, ment un den, gwisket gant ur bragoù kozh, ur porpant. E benn zo ur irvinenn-saoz kizellet. Un tog.

    Ur valizenn gartoñs gant Anna.
    Traoù da zebriñ ha da evañ : kig, chistr.
    Ur sac’had aour.

    Ur pallennig glas, ar bugel ennañ.

  • Gwiskamentoù :

    Herri Gwionvarc’h
    Tog ar sul, bragoù mezher du, jiletenn ha stammenn nevez, roched gwenn, botoù-koad. Korn-butun
    Fañch
    Dilhad labour gantañ.
    God
    Koef Bro Dreger, justenn vezher du, broc’h du, davañjer glas, botoù-koad.
    Anna
    Broc’h du, rokedenn lien gwenn, dantelezh, botoù-ler nevez.
    An aotrou Salaun
    (arv.3 hepken) Porpant mezher teñval, jiletenn wenn, bragoù berr da vont war varc’h, heuzoù-ler, manegoù feuret, ur vantell vlev, un tog-meloñs. Lunedoù. Ur valetenn gantañ.
    Yann an tremenner
    Dilhad pemdeziek gantañ.
    An aotrou kozh
    Un tog gleb( akt1), ur vantell, dilhad brav un den pinvidig : jiletenn brav, chadenn aour…
  • Sonerezh ha trouzioù :

    Trouz an Ankou o tont.

  • Titouroù ouzhpenn :

    Al Liamm, Ar Baol. 1950.

  • Ti-Embann :

    • Ti-Embann : Al Liamm. Bloavezh : 1950.
    • Ti-Embann : Al Liamm-Tir na n-og. Bloavezh : 1952.

Kartenn lec’hioù emañ al levr