Teatr brezhonek

Degemer al lec’hienn > Kreizenn dafar > Diazlec’h ar pezhioù-c’hoari

Diazlec’h ar pezhioù-c’hoari

Tri devezhour evit an Eost

Bloavezh

Pezh skrivet gant

Listenn pezhioù ar rummad

  • Anv ar pezh : Tri devezhour evit an Eost
  • Bloavezh : 1926
  • Padelezh : 1e30
  • Niver a dudennoù : 11
  • Paotred : 8
  • Merc’hed : 3
  • 2 akt.
  • Tudennoù :

    Erwan Tregoat
    Ur paotr
    Gweltas Tregoat
    E vreur
    Mari Mengi
    Ur plac’h yaouank ha koant. Gwreg Gweltas.
    Paotr e gordenn
    Paotr e flac’h
    Paotr e gontell
    Job
    Ur martolod
    Soazig
    Ur plac’h yaouank
    Malgorn Gozh
    Ur paotr kozh
    Mon Koadoù
    Ar vatezh
    Ur pesketaer
    Un den o tremen
  • Diverrañ :

    Kasoni a vag Erwan ouzh e vreur, ha karout a ra e wreg. Daet eo tri faotr spontus da ginnig dezhañ lazhañ ar c’houplad.

    Akt I.
    Erwan ha Gweltas, an daou vreur, a labour war un tachenn e bro Dreger. Ret eo kavet tri devezhour evit an Eost, da sikour gante war an dachenn. Erwan n’en deus ket c’hoant d’o c’hlask ; d’e vreur d’ober. Dimezet eo Gweltas da Vari, hag Erwan, kamm hag abaf, zo cholet kozh paotr-yaouank. Jeu zo etre an daou vreur.
    Anzav a ra Erwan da Vari e garantez en he c’heñver, kushet gantañ abaoe pell. Met Mari a chomo feal d’he gwaz. Drouk e ta Erwan da vout ganti hag e ya kuit ar plac’h.
    Job ha Soazig, d’o zro, zo war al leurenn : garantez a zo etreze. Un emgav a ginnig ar paotr d’he muiañ-karet, da noz.
    Daet eo Erwan adarre, ha manet kousket... pa arru tri den. C’hoari a reont gantañ : pep tra a vez gouezet ganto : ar garantez en deus evit Mari, ar gasoni evit e vreur, hag e lâr an tri den a vez graet goap outañ e kement lec’h ar barrez, hag en davarn, lec’h m’o deus klevet kement-mañ. An tri den-se o deus c’hoant da labourat : gouzout a reont ivez e vez klasket amañ tri devezhour evit an Eost. E fin an diviz e kinnigont d’Erwan lazhañ Mari ha Gweltas. Ne ro ket ar paotr e aotre met war-nes en ober emañ... Judas, Kaïn hag an Ankoù eo an tri den-mañ ha lâret a reont d’ar paotr n’en do nemet lâret ur ger evit ma vo lazhet e vreur hag e wreg.

    Akt II.
    Emañ Gweltas ha Mari o komz. Pa wel Mari ar fiziañs en deus he gwaz en e vreur e tibun dezhañ ar wirionez, pezh zo degouezhet etreze an deiz all.
    Erwan a arru gant an tri devezhour. Mari a ya gante o-zri, da ziskouez dezhe lec’h ma vint o kousket. Erwan a chom gant e vreur hag ur pennad komz hir zo etreze : gouzout ar wirionez a fell da Weltas. Hennezh en deus c’hoant da gas kuit e vreur. E fin an taol e pok an eil d’eglie : divizet eo bet e yay kuit Erwan war-lerc’h miz Eost.
    E-pad ar pred : an daou vreur, Mari, hag an tri devezhour. Kaoz zo deus ar brezel, hag al labour d’ober. An daou bried a ya da gousket hag e chom an tri devezhour gant Erwan.
    Kaer o deus pouezañ, ne lâr ket Erwan e ger c’hoazh evit lazhañ Mari ha Gweltas. C’hoari a reont kartoù, hag an hini a yay ar maout gantañ a hellay dibab petra ober. Kollet en deus Erwan : n’asañta ket, met ne lâr ger ebet kennebeut, hag e ya an tri den da lazhañ Mari ha Gweltas en o gwele. Erwan a chom er sal.
    Daou anezhe zo aet kuit hag e chom paotr ar gordenn gant Erwan. En em grougañ e ray ? Mon, ar vatezh, a za en ti, spontet bras p’he deus gwelet an daou baotr o tremen er vourc’h e-pad an noz, hag hi da vont da gousket en-dro en he zi.
    Aet eo kuit paotr ar gordenn, hag Erwan a gomz e-unan... « pelec’h emañ ar gordenn ? »

  • Kinkladur :

    Akt 1 : ur c’hroazhent war ar maez. Ur c’halvar e kreizh al leur-c’hoari. Ur feunteun, ul lanneg, ur c’hleuz. Er foñs e vez gwelet ar vourc’h, ar mor.

    Akt 2 : ur vereuri. Ur chiminal, ur bank-tosel a bep tu.
    Pazennoù da vont d’ar gambr. un nor da vont da gambr al laez.
    Ur prenestr.
    Un daol vras, ur bank a bep tu.
    Ouzh ar voger : togoù brezel, ur fuzilh, skeudennoù santel.

  • Gwiskamentoù :

    Erwan Tregoat
    Dilhad ar pemdeiz, evit labourat
    Gweltas Tregoat
    Ivez
    Mari Mengi
    Ur baner ganti.
    Malgorn Gozh
    Un akordeoñs hag ur sac’h. Ur c’horn butun
    Mon Koadoù
    Dilhad ur vatezh
    Paotr e gordenn
    Paotr e gontell
    Paotr e flac’h

    gant o zri : pennoù vil, dilhad lous hag uzet.

    Paotr e flac’h
    zo ur pikol den, kleizennet e benn.
  • Sonerezh ha trouzioù :

    Klevet e vez o vont hag o ton war an hent, hep o gwelet.
    Malgorn Gozh o seniñ akordeoñs.
    Ar c’hi o yudal.

  • Ti-Embann :

    Ti-Embann : Al Liamm. no 16. Bloavezh : 1949.
    Ti-Embann : Al Liamm. no 17. Bloavezh : 1949.

Kartenn lec’hioù emañ al levr

Kavout a reoc’h er rubrikenn un niveradeg deus ar pezhioù-c’hoari e brezhoneg pe lakaet e brezhoneg. Evit pep pezh-c’hoari e kavoc’h ivez titouroù war ar skrivagner (diouzh ma vez).

Ar renabl-mañ n’eo ket klok tamm ebet pell aleze. Bouetet e vo tamm ha tamm, diouzh an titouroù a vo dastumet hag hon amzer evit mont pelloc’h ganti.
Diazez an niveradeg-mañ zo bet savet diwar labour ur studier : Denez Dorso. Kinniget en deus ur c’houn-skrid master e fin 2012 e skol-veur Roazhon 2 : «Ar c’hoariva brezhonek : Renabl ar pezhioù-c’hoari skrivet en XXvet kantved. Ur sell war ar c’hoariva etre 1945-1980». Renablet en deus 408 pezh-c’hoari deus ar prantad-mañ ha 49 en o zouez a oa bet studiet gantañ en un doare pisoc’h. Se zo kaoz e kavoc’h berradennoù ha titouroù war an tudennoù evit ul lodenn vihan deus ar pezhioù-c’hoari.

M’ho peus anaoudegezh deus pezhioù-c’hoari zo (renablet pe get el lec’hienn) e c’hellfec’h reiñ an dorn deomp evit klokaat al labour-mañ hag e giz-se kemer perzh er c’hlaoustre-mañ hag a zo bodañ (en un doare niverel) ur glad hep priz ebet.
Mont e darempred.
Mersi bras deoc’h e a-raok.

Kas ur gemennadenn