En-dro da Vari-Sent

Bloavezh

  • 1950

Pezh skrivet gant

Live yezh

Listenn pezhioù ar rummad

  • Anv ar pezh : En-dro da Vari-Sent
  • Padelezh : 60 mn.
  • Niver a dudennoù : 4
  • Paotred : 2
  • Merc’hed : 2
  • 1 akt
  • Tudennoù :

    Fañch
    Ur paotr sioul hag abaf, o vevañ diaes war e dammig leve
    Jobenn
    E vatezh
    Ar gammez
    Un amezegez
    Alan
    Un amezeg
  • Diverrañ :

    Krediñ a ray Fañch mont da welet Mari-Sent ?

    Fañch en deus graet e soñj dimeziñ. Komz a ra gant e vatezh, Jobenn, hag e c’houlenn ganti petra vez lâret war e zivout gant tud ar barrez ; ha goap a vez graet dioutañ ? Goulennet en deus dilhad brav evit mont da zimeziñ.
    Ar gammez a za tre. Honnezh he deus kavet ur plac’h da zimeziñ gantañ : Mari-Sent. Ur plac’h a-feson e tle bezañ met luziet eo paotr : ne fell ket dezhañ mont d’he gwelet : seizh den zo dija war he zro.
    Alan a za tre. int o-zri a glask lakaat ar paotr Fañch da welet ar plac’h-se. Met bec’h o deus gant ar paotr.
    Evit pleustriñ Fañch e c’hoariont evel ma vehe ar paotr o welet dañvez e wreg. Met n’eo ket Fañch evit lâret traoù dereat. Alan a ziskouez dezhañ petra lâret. War-nes mont d’he welet emañ : met en em wiskañ zo un afer all ivez hag emañ arru skuizh an dud gantañ.
    E fin ar gont e ya Alan e-unan davet ar plac’h ; pa wel Fañch an dra-se eo troet da skrivañ d’ar plac’h met evel ma tegouezh bepred en deus diegi hag e chom hep hen ober. Mont a ra war e wele en-dro...
    Goap a vo graet dioutañ gant tud ar vro e soñj ar paotr, pa welont en deus goulennet dilhad ha botoù kaer gant ar c’hemener ha gant ar c’here... ha setu eñ troet e spered da vont da welet Mari-Sent.

  • Kinkladur :

    E kambr Fañch emeur. Ur gwele, linselioù bountet er lost, ur prenestr. Un daol vras, ur gador, div skabell. Stabel e pep lec’h ha war an daol : asiedoù lous... taolennoù war ar mogerioù.

    Peadra da evañ ur banne.

  • Gwiskamentoù :

    N’eus ket a ditouroù resis. Dilhad pemdeziek gante.
    Dilhad Fañch zo er gambr evit m’en em wisko e-kerzh ar pezh-c’hoari.

  • Ti-Embann :

    • Ti-Embann : Al Liamm. no 23. Bloavezh : 1950.

Kartenn lec’hioù emañ al levr