Erin Go Bragh

Bloavezh

  • 1958

Pezh skrivet gant

Live yezh

Listenn pezhioù ar rummad

  • Anv ar pezh : Erin Go Bragh
  • Padelezh : 25 mn.
  • Niver a dudennoù : 5
  • Paotred : 5
  • 1 akt
  • Tudennoù :

    Kennedy
    Casey
    Ellis
    O’Hara
    Pevar brogarour eus Iwerzhon
    Ar porzhier
  • Diverrañ :

    tre brogarourien a vro Iwerzhon. Gwerzhet eo bet ar strollad gant unan bennak : piv eo ?

    E bro Iwerzhon, en ur burev. Emañ tri brogarour pedet gant O’Hara d’e c’hortoz en e vurev, hep postiolenn ebet gante. N’ouiont ket perak int bet galvet. War-lerc’h un pennadig emañ O’Hara o tont tre.
    Ur raktres o deus da gas da benn fenoz : un taol evit lazhañ ur saozon. Met ne vo ket graet an taol : diskouez a ra O’Hara ul lizher d’e gamaraded, bet kaset gant ur brogarour all da gelaouiñ int bet gwerzhet gant unan anezhe : galvet eo bet ar polis, ha ma’h int davet ar saozon-se evit e lazhañ e vint taped o-fevar gant ar polis. Piv eo an torfed en doa gwerzhet ar re all ?
    Touiñ a ra pep hini n’en deus lâret ger ebet da dud all. Met neoazh eo bet lâret gant unan. Petra ober ?
    Ar porzhier a stok doc’h an nor. Ha ma vehe hennezh an dorfed ? Goulennet eo gantañ mont da glask glaou. O’Hara a ginnig d’an dorfed en em ziskouez : ha ne vo graet droug ebet dezhañ ma vez diskuiliet ar wirionez gantañ... met den na gomz.
    Soniñ a ra ar pellgomzer. O’Hara a gomz gant Padrig (an hini en deus lâret d’O’Hara int bet gwerzhet gant unan bennak). Lâret a ra O’Hara d’an tri all, e oui bremañ piv eo an torfed. Diouzhtu setu Ellis o tapout pistolenn O’Hara ha da c’hourdrouz ar re all. Met O’Hara a zispleg ar wirionez : ne oa ket o komz gant Padrig met gant e vatezh, gourc’hemennet dezhi pellgomz evit c’hoari an taol-mañ, a-benn gouzout da vat piv eo an torfed.
    Tennañ a ra Ellis met goullo eo ar bistollen. Unan all a zo gant O’Hara, boledoù gwir enni, ha setu eñ o tennañ war an torfed.

  • Kinkladur :

    Burev-keñwerzh ur pikol ti eus Bro Iwerzhon.
    Ur prenestr, un nor, ur fornigell.
    Ur burev bras, kadorioù ha kadorioù-brec’h. Un daol warni ur mekanik-skrivañ, ur pellgomz.
    Kazetennoù.
    Skritelloù war ar mogerioù : mekanikoù da labourat an douar.

  • Gwiskamentoù :

    Dilhad goañv gante, ur vantell-c’hlav gant O’Hara

  • Sonerezh ha trouzioù :

    Ar pellgomzer.
    Trouz ar bistolenn

  • Ti-Embann :

    • Ti-Embann : Al Liamm. no 70. Bloavezh : 1958.

Kartenn lec’hioù emañ al levr