Abadenn c’hoariva ha sonerezh liseidi Diwan Karaez

Programm an nozvezh :

  • "War zu an heol" gant ar strollad Strolardoñs, krouidigezh a-stroll kaset da benn gant Yann-Fañch Jacq ha leurennet gant Paskal Cariou.
    Tri bugel a zihun eus ar mintin, kollet ganto o zud met lezet zo bet ganto un diñs hag ul lizher, o lâret e oant aet war-zu an heol. Ha setu ar vugale o stlepel an diñs, o vont war-raok war ar c’hoari hag o vont neuze a vro da vro, en dezerzh, e ti ar rouanez fall, er junglenn, e-touez ar Vaoried, evit en em gavout er gêr en-dro... Hag un hunvre e oa, pe ar wirionez ?
  • "Betek pelec’h e c’hellomp c’hoarzhin", krouidigez a-stroll, leurennet gant Céline Soun ha Strollad La Obra. C’hoariet e vo gant 24 lisead eilvet klas. Ha ma rafemp ur pezh c’hoari war vuhez dreist ordinal ul lise ordinal ?
    Setu an eilveidi o kaout ur sell dic’hortoz war vuhez pemdeziek ul lise, en em lakaat e groc’henn ar gelennerien pe oc’h ober goap outo oc’h unan, liseidi. Da vare darvoudoù penn kentañ ar bloaz e savont ivez ur goulenn diwar-benn tem ar frankiz da lavarout e sonj. Penaos lavarout e soñj ha petra zo harzoù ar frankiz mañ ?
  • "Ludu du" diwar pezh-c’hoari Juan Radrigan (Chile), leurennet gant Céline Soun ha Strollad La Obra. C’hoariet e vo gant 4 lisead eilvet klas.
    Troet e brezhoneg gant Céline Soun hag Anna ar Bras gant sikour Cristian Ar Bras ha Louis Le Roux.
    Daou glasker bara, Marta hag Emilio o deus divizet taolañ o bouez evit ur pennadig war un tamm douar vak. Pezh a zo, prevez eo an dachenn mañ ha pa teuio gwarnourez al lec’h e vo goulennet dezho mont kuit...

Evit echuiñ an nozvezh : strolladoù sonerien liseidi Karaez az aio war al leurenn.

autres pieces

agenda archive piece

contacter troupe