Bec’h d’al leur C’hoari

Kamp "Bec’h d’al leur c’hoari" e Brasparzh, aozet gant an EPAL, evit dizoloiñ ar c’hoariva hag ar c’hoariva war ar prim :

Staj etre an 19 hag ar 25/07.

C’hoant ‘ teus da ijinañ istorioù ha da c’hoari buhez unan bennak all ? C’hoant ‘t eus da grouiñ, da zañsal gant ar gerioù, da gomz gant ar c’horf ? E-pad ar c’hamp-mañ e vimp soubet e-barzh bed hud an teatr... Ul leur-c’hoari, un nebeud tudennoù, ur senario bihan ha tan de’i ! Dre oberoù atav a-gevred, alies fentus, a-wechoù dic’hortoz, ar strollad danvez komedian.ez.ed a vevo un dra dispar ur sizhunvezh-pad : krapat gant al leurenn, fiziañs ha plijadur ennañ/enni, da lakaat an arvesterien da veajiñ dre hentoù ar c’hoariva. Ne chomo nemet eñvorennoù mat goude ar veaj-se...

Komedianed hag animatourien strollad La Obra a raio war dro ar yaouankiz.

Evit muioc’h a ditouroù kit war lec’hienn an UBAPAR.