Strollad Ar Vro Bagan a ginnigo deoc’h 3 fezh-c’hoari fentus ha lañsus e brezhoneg penn-da-benn : Bouzar pe Vud, Kresket ar Bae, Goro ar saout. Plijadur ha farserezh a vo forzh pegement !
Evit gouzout hiroc’h...
- BOUZAR PE VUT
Nevez dimezet eo Yann gant Maria. Siwazh, mut eo houmañ ha Yann ne ouie ket. Per, e gamalad, a laka anezho da vont da gavout an aotrou Teodok, medisin evit ar re vut. - KRESKIÑ AR BAE
Paeet dister eo Yann en e stal. Bountet gant Maria, e vaouez, e kred mont da c’houlenn kreskiñ e bae digant rener ar stal. - GORO AR SAOUT
Jakez Kroc’hen ha Gwilhou Vihan a zo o telc’her un tiegezh, war zaou hanter, un tiegezh dister a c’hiz kozh. Erru Jakez eus bodadeg ar Sica. Emañ o vont da greskiñ ar stal gant arc’hant an ti-bank.