C’hwitet eo !

Diaes eo deomp c’hoazh gouzout en un doare resis an holl eurvezhioù labour ha ne vint ket graet met kregiñ a reomp da zamwelout an traoù memestra.

  • Evit ar strolladoù a vicher ul lodenn vras eus an arvestoù a vo ampellaet. Luziet kenañ ar jeu.
  • Da geñver stignad Skol c’hoariva : kantadoù a eurvezhioù labour er skolioù a vo kollet. E fin 2019 e oa raktreset gant tud a vicher hor rouedad ober tost 600 eurvezh er skolioù etre Genver ha Kerzu 2020. Lod eus an eurvezhioù-se a zo talvoudus evit statud an intermitanted… Ha kantadoù a skolidi ne bignint ket war leurennoù ar vro e fin ar bloavezh skol.
  • Evel-just ne vo ket dalc’het Dervezh c’hoariva ar skolajidi hag a oa raktreset d’ar 15/06 e sal ar Roudour e Sant-Martin-war-ar-Maez.
  • Nullet pe ampellaet ur veaj en Aria e Korsika evit kinnig ar c’hoariva e brezhoneg da geñver ur bodad labour evit ar gelennerien diwar-benn ar c’hoariva liesyezhek.
  • Meur a stajoù ampellaet ha marteze nullet.
  • Kroget hor boa da brientiñ eil eskemm Kenstrollad an Arzoù Leurenn e Yezhoù Bro hag a vefe bet dalc’het etre an 23-25 a viz Gouere da geñver An Estivada aozet gant Ti-kêr Rodez. Nullet e oa bet ar Festival evel just.
  • Ne redimp ket Km 1998 Ar Redadeg e Plouvagoar (amzer hor bo evit pleustriñ ha bezañ prest a benn bloaz neuze !).
  • Listenn da vezañ kendalc’het goude an hañv…