Divroa

E-pad pell amzer ez eus bet aet kalz a Vretoned kuit eus o bro war lerc’h o bara, evit kaout ur vuhez welloc’h evito hag o bugale.

E lodenn gentañ ar pezh-c’hoari e weler an divroadegoù renket etrezek mengleuzioù Trelaze e-kichen Angers, Bro Arc’hantina, Kanada, Kreisteiz Bro-C’hall, Pariz ha war dro… Etre dibenn an XIX vet kantved ha kreiz an XX vet. N’o deus ket bet kavet bep tro an eürusted edont o klask.

E hanter gentañ an XX vet kantved e teu estrenien da glask labour da Vreizh, lod all da glask repu dirak ar brezelioù hag ar faksourien. Evel se e weler Italianed e mengleuzioù an Uhelgoad, ha Spagnoliz e Plougasnou.

War-lerc’h ar brezel 40, e klasker krouiñ labour e Breizh (Celib, MOB…), padal e kendalc’h ar Vretoned da zivroañ. Amañ e weler anezho er Stadoù Unanet, e New-York, e Montreal. Bro Pariz a sach tud atao, Bretoned ha divroidi all eus ar bed.

Lod eus ar Vretoned a zistro d’o bro, da zont war o leve… Lod all abalamour ez eus deut skiant dezho e oant Bretoned (dre labour Alan Stivell ha reoù all…).

Dont a ra estrenien da Vreizh e-giz e pep lec’h en Europa. A bep bro. Klevet o deus ano eus Europa, an Eldorado nevez.

Da echuiñ ar pezh e weler tri istor m’o deus ar Vretoned roet bod da dud diavaez-bro a oa o kuzhat : repuidi Bro-Euskadi, Sakinat Amiralieva hag he merc’h Patimat ha labourerien ar Mali e Montfort ‘kichen Roazhon.

Evel Antigon e Bro-Hellaz eo bet savet ar Vretoned a-enep “lezenn ar Roue”, evit difenn tud divro ha dibaper.

contacter troupe