Dizoloiñ ur grouidigezh war ar stern : La Caminata

Luis Carlos Pineda ha Ruben Avila, daou arzour gwatmaltad eus Andamio Teatro Raro a zo bet pedet gant LA OBRA evit pevar miz (miz Here 2016 - miz C’hwevrer 2017), evit labourat a-stroll, war ur pezh c’hoari nevez «La Caminata».

Ha daoust hag emaomp holl embroidi ? Setu ar goulenn a hencho an abadenn. « Atav e vo talvoudus d’ar c’hoariva mont da zifraostañ lec’hioù nevez ha mont dreist an harzoù. Fellout a ra din sevel ur pezh c’hoari diwar-benn tem an treuzvroañ rak d’un doare bennak, on me ivez un embroad ha bevañ a ran etre tud hag a zo embroidi. Plijout a rafe din e vefe kaset da benn al labour-mañ gant ur skipailh lies-sevenadurel evit ma vefe bouetaet ar pezh a-drugarez da daolioù sell a bep seurt, evit mont dreist ar c’hlichedoù pe ar sifroù» a lâr Luis Carlos deus an Andamio.

La Obra kement hag an Andamio a zo strolladoù a gustum lakaat ar gaoz war demoù sokial ha politik. Graet o deus anaouedegezh e Gwatemala ha c’hoant o doa da genderc’hel ur pennad hent asambles adarre, e Breizh ar wech mañ.

Kroget a raio an avañtur e Tregon. Pazenn gentañ.

Goude ur sizhun rezidañs e kinnig ar strollad toullañ kaoz gant ar publik war al labour kroget hag eskemm gant an arzourien watemaltiz evit dizoloiñ pelloc’h o labour politik ha sokial e Gwatemala : «Petra a dalv ober c’hoariva e unan eus broioù danjerusoc’h ar bed ?».

Eskemm e teir yezh : brezhoneg, gwatemalteg, galleg

agenda archive piece

contacter troupe