Emvod bras evit rouedad C’hoariva

Divizet eo bet gant kevredigezh C’hoariva aozañ un dibenn sizhun evit prederiañ war ar c’hoariva ha war rouedad ar strolladoù c’hoariva. Céline Soun eus strollad La Obra a sikouro evit kas da benn an emgav pouezus-mañ. Eskemmet e vo war meur a zem : palioù ar rouedad hiziv an deiz, e zazont, an treuzkas, ar c’hoariva evit ha gant ar yaouankiz, an divyezhegezh, ar stummoù c’hoariva hag all... Peadra da labourat eta !
Plijadur hor bo da zegemer Francis Favereau d’ar Sadorn adalek 2e30 g.m. evit ur brezegenn digor d’an holl war ar c’hoariva e brezhoneg.