Evit ma chomo bev hor yezhoù : SINIT !

Emañ hor yezhoù henvoazel (pe rannvroel) lakaet en arvar bras gant adreizhadur al lise hag ar vachelouriezh, hag al lezenn « Evit ur skol a fiziañs » lusket ha renet gant ministr an Deskadurezh Stad Jean-Michel Blanquer.

Evit mont a-enep an emdroadur-se hag a-benn difenn hor yezhoù hag hor gwirioù eo bet savet ur c’houlennadeg enlinenn gant ar c’henstroll « Evit Ma Chomo Bev Hor Yezhoù / Pour Que Vivent Nos Langues », soutenet gant aozadurioù e-leizh, Kevre Breizh hag all, hag ar gannaded François Alfonsi ha Paul Molac.
Bez e c’heller he sinañ amañ : SINADEG

Grit bruderezh tro-dro deoc’h Trugarez vras en a-raok

En tu all d’ar c’houlennadeg-mañ, hag evel ma’z eo lavaret er galv ema-hi savet warnañ, omp galvet holl ivez

da vanifestiñ
dirak ministrerezh an Deskadurezh Stad
d’an 30 a viz Du 2019 da 11e

Evit aozañ ar vanifestadeg-se hag aesaat an treuzdougen betek Paris e vo lakaet e plas ur servij kirri-boutin gant Kevre Breizh, o vont kuit eus Kemper ha/pe Brest (hervez an dud a vo). Ho tugarekaat a reomp neuze da lakaat hoc’h anv er furmskrid enlinenn.

Trugarez da leuniañ ar furmskrid-mañ pep hini war e anv, ma ouzimp resis pet a dud a vo o vont gant ar c’harr-boutin ha ma vo miret ur plas da bep hini ennañ.