Ober c’hoariva er skol e 2023 ?

Ar stignad Skol c’hoariva a zo bet krouet gant Rannvro Breizh ha fiziet ar merañ en C’hoariva evit diorren ar raktresoù c’hoariva er skol ambrouget gant un den a vicher. Ul lodenn eus priz an eur a zo kemeret e karg gant ar Rannvro.

Harp Rannvro Breizh :
Priz an eurvezh a vez 60€ evit an holl dud a vicher.
Rannvro Breizh a gemer e karg 25€ dre eurvezh. Da lâret eo priz an eurvezh evit ar skol a zo 35€.
Treuzwelus eo evit ar skol peogwir e vez roet peurrest priz an eur d’an dud a vicher war-eeun gant Rannvro Breizh.

Hor c’hevredigezh a c’hell harpañ da sevel raktresoù c’hoariva er skol. C’hoariva a zo ivez ur rouedad tud a vicher a ya bep bloaz er skolioù evit labourat gant ar gelennerien hag ar skolidi evit sevel pezhigoù-c’hoari pe abadennoù bras.
C’hoariva a c’hell sikour ivez ar gelennerien da beurleuniañ o doseroù evit o fastell-vro.

Devezh ar skolajidi
Ar skolajidi a c’hell kinnig o labour c’hoariva war ul leurenn e fin ar bloavezh. E 2023 emgav d’ar Yaou 01 a viz Even e tachenn ar Roudour e Sant-Martin-war-ar-Maez evit 14vet abadenn Devezh c’hoariva ar skolajidi.

Ober c’hoariva er skol ?
C’hoariva a dalv al lec’h ma vez c’hoariet. Ober c’hoariva a dalv c’hoari, c’hoari da vezañ unan all, c’hoari da glask ur vouezh, pe doareoù all da vezañ… Ur bern traoù a vez desket oc’h ober c’hoariva hep deomp gouzout.
Ar c’hoariva a c’hell bezañ un ostilh evit deskiñ yezhoù, sikour a ra da vezañ muioc’h en e vleud evit komz.
Deskiñ, c’hoari, en em lec’hiañ, lakaat ar c’horf hag an ijin da vont en-dro, distagañ mat, labourat a-stroll… Un arz klok eo ar c’hoariva hag a c’hell bezañ liammet da varregezhioù ar programmoù skol da zeskiñ.

Muioc’h a ditouroù ?
Skrivit deomp
Pe pellgomzit : 06 38 78 35 15