Hi ‘ni eo Molière

Ur vaouez a grog gant ur brezegenn diwar-benn Molière, sirius ha chik da gentañ. Met buan, strafuilh enni, e sav ar vaouez, hag hi da zañsal ha da fistoulat, kemmet he mouezh e-giz pa vefe un den all en he c’horf hag en he spered… « Molière par elle-même » a zo bet troet e 6 yezh ha c’hoariet ouzhpenn 2000 gwech e 12 vro. C’hoariet e vez eus ar c’haerañ tout e brezhoneg gant Nolwenn Korbell.

Testenn orin : « Molière par elle-même » gant Françoise Tyrion
Troidigezh e brezhoneg gant Sten Charbonneau
Ti produiñ : Compagnie théâtrale Science 89
Renerezh arzel : Michel Valmer.

Padelezh : 50’mn

Filmig kinnig.