Lizher kelaouiñ C’hoariva niv.63 - Miz Kerzu 2021

C'hoariva

Publié le : 14 janvier 2021

Ur bloavezh mat ha disoursi a hetomp da lennerien hol lizher kelaouiñ. Addigoradur ar salioù arvest an abretañ ar gwellañ a souetomp d’ar gomedianed, d’an deknikourien, d’al leurennerien ha d’an arvestourien. Ur ranngalon eo evit an holl arzourien. Ar bloavezh kozh en deus diskouezet deomp pegen pouezus eo an arvestoù bev en hor buhezioù, bezañ asambles evit rannañ frommoù ha c’hoarzhadennoù.
Eus hon tu hon eus ranket ampellaat ur staj raktreset e fin miz Genver, ur wech ouzhpenn. Michañs e vo dalc’het e penn kentañ miz Meurzh…
Emskiant emaomp ne vo ket 2021 ur bloavezh "normal" kennebeut… soñjal a reomp en hon obererezhioù boaz evel emelloù ar gomedianed er skolioù, Devezh c’hoariva ar skolajidi, ar stajoù hag ur bern traoù-all.
Evit kregiñ ar bloaz nevez e vo dalc’het Emvod Meur C’hoariva d’ar Sadorn 23/01, siwazh eus a-bell, pep hini a dreñv e skramm ha ne vo ket tu evañ banne ar vignoniezh asambles.
Kenderc’hel a reomp da sellout ouzh an dazont evit derc’hel penn hag e kerzh an emvod-se e vo kinniget raktresoù ar bloavezh 2021 ha pelloc’h c’hoazh. Digor eo an emvod d’an holl re zedennet gant ar c’hoariva. Evit kaout liamm an emvod skrivit d’ar gevredigezh.

Aux lecteurs de notre lettre d’informations nous adressons nos vœux de bonne année. Aux comédiens, aux techniciens, aux metteurs en scène et aux spectateurs, nous souhaitons la réouverture prochaine des salles de spectacle. C’est un crève-cœur pour tous les artistes. L’année passée nous a démontré combien le spectacle vivant est important dans nos vies, d’être ensemble pour partager des émotions et des éclats de rire.
De notre côté, nous avons été contraints, une fois de plus, de reporter un stage prévu en janvier. En espérant qu’il puisse avoir lieu début mars…
Nous sommes conscients que 2021 ne sera pas non plus une année "normale"… qu’en sera t-il pour nos actions régulières comme les interventions de comédiens dans les écoles, la Journée théâtre des collégiens, les stages et de nombreuses autres actions.
Pour commencer cette nouvelle année, notre Assemblée Générale se tiendra le samedi 23/01, hélas à distance, chacun derrière son écran et nous n’aurons pas l’occasion de partager le pot d’amitié ensemble.
Pour garder l’espoir, nous continuons de regarder l’avenir et au cours cette réunion nous présenterons les projets de l’année 2021 et plus encore. La réunion est ouverte à tous ceux qui sont intéressés par le théâtre en breton. Pour avoir le lien de la réunion écrivez-nous.

Keleier C’hoariva Infos C’hoariva

Staj skrivañ leurenn gant Bernard Grosjean

NULLET eo ar staj raktreset d’an 23 ha 24 a viz Genver. AMPELLAET d’ar 06-07 a viz Meurzh e Ti ar C’hoariva Brest. Ur staj gouestlet d’ar re o defe c’hoant/ezhomm dizoloiñ penaos skrivañ ur pezh en ur lakaat ar c’hoarierien d’ober esaeoù war al leurenn ha/pe en ur reiñ un tem labour da ergerzhout. N’eo ket re ziwezhat evit lakaat ho anv.

Lire la suite

Stage écriture scènique avec B. Grosjean

ANULLÉ le stage des 23 et 24 janvier. AMPELLAET les 06 et 07 mars à la Maison du Théâtre de Brest.
Un stage dédié à celles et ceux qui ont besoin/veulent découvrir comment écrire une pièce à partir des essais des comédiens sur scène ou en leur donnant des thèmes d’exploration.
Il n’est pas trop tard pour s’inscrire.

Lire la suite

Ur stalier c’hoariva e skolaj Diwan Kemper

Ur stalier c’hoariva a oa bet savet e skolaj Jakez Riou abaoe penn kentañ ar bloavezh skol. Emañ ar skolaj o paouez prenañ ur stignad leurenn evit ober c’hoariva e doareoù mat. Gourc’hemennoù dezho !

Lire la suite

Un atelier théâtre au collège Diwan de Quimper

Un atelier théâtre a été créé au collège Jakez Riou depuis le début de l’année scolaire. L’établissement vient d’acheter un dispositif scénique pour faire du théâtre dans de meilleures conditions. Félicitations !

Lire la suite

Evit ar startijenn : Grit c’hoariva !

Gouzout a raec’h ? Digresket o deus kalz niver ar strolladoù c’hoariva amatour e brezhoneg e-kerzh 10 vloaz. Evit ma chomo bev an arz hag ar yezh… perak pas ober c’hoariva ?
C’hoant ho pefe kemer perzh en un oberenn arzel hag a-stroll e brezhoneg ? Plij a rafe deoc’h komz brezhoneg ? ha/pe mont war-raok war ar yezh ? Arabat klask pemp troad d’ar maout : grit c’hoariva ! Rannvro Breizh a c’hell reiñ un taol skoaz deoc’h evit kregiñ ganti ha C’hoariva zo aze ivez evit ho harpañ.

Lire la suite

Faites du théâtre, c’est bon pour le moral !

Le saviez-vous ? En 10 ans le nombre de troupes de théâtre amateur en breton a chuté. Pour que cet art et la langue restent vivants… pourquoi pas faire du théâtre ?
Vous aimeriez participez à une œuvre artistique et collective en breton ? Vous désirez parler breton ? et/ou faire des progrès linguistiques ? Ne cherchez plus faites du théâtre ! La Région Bretagne peut vous donner un coup de pouce pour démarrer et C’hoariva est là pour vous épauler.

Lire la suite

2021 ? Ha ma rafed c’hoariva er skol ?

GRIT C’HOARIVA ER SKOLIOÙ, DREIST EO ! HAG UN DOARE PLEUSTREK DA HARPAÑ AN ARZOURIEN.
Deskiñ, c’hoari, en em lec’hiañ, lakaat ar c’horf hag an ijin da vont en dro, distagañ mat, labourat a-stroll… Un arz klok eo ar c’hoariva hag a c’hell bezañ liammet da varregezhioù ar programmoù skol. Skolidi, kerent, kelennerien goulennit titouroù da C’hoariva evit sevel raktresoù ha bezañ sikouret gant ur yalc’had eus Rannvro Breizh o lakaat tud a vicher da vont er skolioù.

Lire la suite

2021 ? Et si on faisait du théâtre à l’école ?

FAITES DU THÉÂTRE À L’ÉCOLE, C’EST SUPER ! ET UNE MANIÈRE CONCRÈTE D’AIDER LES COMÉDIENS.
Apprendre, jouer, se situer, faire fonctionner le corps et l’imagination, parler distinctement, travailler en groupe… le théâtre est un art complet que l’on peut aisément relier aux compétences des programmes scolaires. Élèves, parents, enseignants adressez-vous à C’hoariva pour une aide au montage de projet et pour une aide financière de la Région Bretagne dans le cadre d’interventions de professionnels dans les écoles.

Lire la suite

Treizhentoù amatourien c’hoariva

An ADEC35-Ti ar c’hoariva amatour en Il-ha Gwilen, en deus aozet e penn kentañ miz Kerzu un Devezh studi "Treizhentoù amatourien c’hoariva". Adkavit kinnigoù prezegennerien zo… Un endervezh dedennus kaer e oa.

Lire la suite

Trajectoires d’amateur de théâtre en Bretagne

L’ADEC35-Maison du Théâtre amateur en Ille-et-Vilaine a organisé début décembre une journée d’étude ayant pour thème les "Trajectoires d’amateur de théâtre". Retrouvez les présentations des différents intervenants.

Lire la suite

Deiziataer evit an 40 devezh da zont Agenda des 40 prochains jours

archive newsletter