MANIFESTAREDADEG : C’hoariva er jeu

Ur Redadeg ispisial ar bloaz-mañ gant strolladoù bihanoc’h ha hep redek diouzh noz met pouezus-tre e vo d’an dud kemer perzh war hentoù Breizh.
Ha pouezus e vo ivez bezañ niverus e degouezh ar Redadeg evit ar vanifestadeg unvan da ziskouez emaomp e kounnar gant emzalc’h dismegañsus pennoù-bras ar gouarnamant.
An holl yezhoù "bihan" a zo er memes jeu ha se zo kaoz e vo redet ganeomp ivez e anv ar C’halyb (Kenstrollad an Arzoù Leurenn e Yezhoù Bro) hag evit an holl yezhoù gwasket e Bro C’hall.