Rodés #2

Kenstrollad an Arzoù Leurenn e Yezhoù Bro

Kroget hon eus da labourat a-gevret gant Kompagnunez La Rampe TIO eus Montpellier ha gant Ti-kêr Rodez evit prientiñ an darvoud pouezus-mañ evit ar c’hoarivaoù e yezhoù bro. Spi hon eus e vo muioc’h a dud c’hoazh eget warlene evit kas ar preder pelloc’h ha marteze piv oar krouiñ un oberenn a-stroll.

Degemeret e vimp neuze e C’hoariva ar Chariot, un neizh bihan e kreiz kêr Rodés hag a zegemero ac’hanomp adarre.