STAJ : Ar stal c’hoariva : pezhigoù-c’hoari

D’an 20/10 betek an 22/10/2020
TI AR C’HOARIVA - BREST

PAL :
Kenaozet gant Ti ar C’hoariva Brest evit stummañ d’ar "buheziñ stalioù c’hoariva". Pleustrek kenañ e vo ar staj. Servij a raio da Yann animatour evit prederiañ, rannañ, dielfennañ pleustroù ar stal c’hoariva kement evit strolladoù bihan pe vras hep ankounac’haat an diarbennoù yec’hedel. Ar stajidi a c’hello labourat e brezhoneg pe e galleg.

Ar pezhigoù-c’hoari e-kreizh raktresoù ar stal c’hoariva

  • Er staj-mañ e vo kinniget ur patrom pedagogel evit ar stal c’hoariva, ur stal kreizennet war ar raktres e-lec’h ma vo eilpennet dibun boas ar pleustradennoù / war ar prim / sevel un arvest.
  • Gwelet e vo penaos seveniñ raktresoù pezhigoù-c’hoari da lakaat e pleustr aes ha buan, evit unanaat ar strollad, evit reiñ startijenn dezhañ a-hed ar bloaz ha lakaat anezhañ da vont da vat e lavar ar c’hoariva ha pa vije e brezhoneg pe e galleg.
  • Ar staj a zo gouestlet d’an holl re (brezhoneger.ez pe get) a ra war dro stalioù c’hoariva hag en deus c’hoant eskemm war e bleustroù c’hoariva hag a blijfe dezh.añ.i adneveziñ pe binvidikaat e bleustr.

EVIT PIV ?
Evit ar re a ra war dro strolladoù c’hoariva : kelennerien, buhezourien c’hoariva, komedianed, tud a vicher…

Ur staj gant : BERNARD GROSJEAN
Rener Kompagnuniezh "Entrée de Jeu" eo Bernard. Ijinañ a ra abaoe 30 vloaz gant e gomedianed doareoù divoas evit ar c’hoariva war ar prim hag evit ar c’hoariva emellout. Kenlabourat a ra gant meur a emsav c’hoariva-deskadurel e Frañs, e Beljia hag e Suis.
Kelenner emañ e Skol-huel ar c’hoariva e Paris III da geñver an aotreegezh vicherel evit ober war dro stalioù. Skrivet en deus meur a levr war ar c’hoariva er stalioù hag er c’hlasoù (doare teorikel ha doare pleustrek).

GRIT ROUEDAD !
Eskemm gant Bernard Grosjean
Merc’her 21/10 – 6e noz
Ti ar C’hoariva ha C’hoariva a ginnig d’an emellerien c’hoariva (arzourien, buhezourien, kelennerien…) ur prantad amzer evit eskemm gant Bernard Grosjean war bleustroù ar stal c’hoariva.

TITOUROÙ HAG ENSKRIVADURIOÙ

  • Deiziadoù hag eurioù :
    Meurzh 20/10/2020 - 13e-7e noz
    Merc’her 21 ha Yaou 22/10/2020 - 10e-5e g.m.
  • Lec’h : Ti ar C’hoariva e Brest
  • Priz : 85 € an tri devezh / 75 € evit an izili
  • Padelezh : 18 eurvezh
  • Lakaat ec’h anv :
    Pgz : 06 38 78 35 15
    Postel