STAJ : Krouiñ un abadenn c’hoariva war ar straed

Staj labourva “Krouiñ er spas publik”
KROUIÑ UN ABADENN C’HOARIVA WAR AR STRAED

5 devezh evit krouiñ un abadenn straed + 1 devezh evit he c’hoari
e-kerzh Gouel Broadel ar Brezhoneg - Langoned
28/06 > 03/07 - 2021

Staj krouiñ awenet gant Petit traité de l’écologie sauvage diwar Alessandro Pignocchi… labourat diwar ar pezh ‘vez kavet en diavaez

Kinniget e vo labourat diwar ar pezh ‘zo dic’hortoz er straedoù, oc’h heuliañ ur mod “enklask” bras war vale. Pedet e vo ar stajidi da labourat ‘benn sevel o labour oc’h en em harpañ war pep a zarvoudoù pemdeziek bras pe bihan, o c’hoarvezout en dachenn publik. Azaset e vo ar c’hinnig hervez reolennoù c’hoariva war ar straed. Krouet e vo ar pezh diwar oberenn Petit traité de l’écologie sauvage skrivet ha treset gant Alessandro Pignocchi. C’hoant hon defe kaout an hevelep soñj eget Pignocchi ‘lec’h ma vez kavet “tud o vevañ en ur bed nevez e-lec’h ma ne vez komzet ken eus an “natur” ‘vel konsept distag, e-lec’h m’emañ ar plant hag al loened laket war memes live hag an den, e-lec’h ma ‘ne vefemp ket desachet gant ar galloud”. En enklask ‘mañ ‘vefe laket ar stajidi da c’hoari ur vandennad etnologourien o vont da atersiñ koulz tud -lod deus outo o vezañ perzh er pezh-c’hoari-, saout, laboused, gwez pe kozmologiezh an hollved.  

  • Palioù pedagogel hag arzel :
    • Deskiñ teknikoù c’hoari diazez
    • Deskiñ azasaat ar c’hoari ouzh ar spas publik hag an dud o vevañ ennañ
    • Deskiñ bouetañ ar skrid c’hoariva gant an dic’hortoz
    • Deskiñ krouiñ gant a-bep seurt binviji teknikel (mikroioù, son...)
    • Labourat war ar c’hrouiñ a-stroll hag ar spered skipailh dre-vras
    • Kinnig un danvez abadenn dirak arvesterien hag eskemm ganto
  • 3 Stummer :
    • Mai Lincoln evit ar c’hoari,
    • Thomas Cloarec evit al leurenniñ,
    • Gwenole Peaudecerf evit ar son
  • Evit piv ?
    Ar re mennet gant ar c’hoariva – Adalek 18 vloaz
  • Pegoulz ?
    • Lun 28/06 > Gwener 02/07 : Krouidigezh
    • Sadorn 03/07 : c’hoari e Gouel Broadel ar Brezhoneg
  • Pelec’h ?
    • E Mediaoueg Langoned
    • + Langoned war ar straed
    • Evit an nozvezhioù e vo kinniget diskoulmoù d’ar stajidi
  • Priz :  
    • Priz frejoù pedagogel = 150 €
    • Bod ha boued da ouzhpennañ