Stajoù : Buheziñ ur stal c’hoariva

Goude distroioù perzhidi ar stajoù hag ar staj diwezhañ gant Bernard Grosjean nullet hon eus divizet gant Ti ar C’hoariva kenderc’hel da ergerzhout hentenn stummer ar Gompagnunezh "Entrée de jeux".

Spi hon eus evel-just e vo dalc’het ar stajoù-mañ !
Gouestlet int d’an dud a zreuskas c’hoariva : buhezourien, kelennerien, stummerien, komedianed…

  • Ar staj kentañ tri devezh a vo d’ar Meurzh 20 betek ar Yaou 22 a viz Here (e-kerzh vakañsoù an diskar-amzer) e Ti ar C’hoariva e Brest :
    Tem : Raktres ar stal c’hoariva (endro ar stal, esae ar c’hoari, furmaozañ, sistem ar c’hoari).
    Testennoù e brezhoneg a vo kinniget d’ar vrezhonegerien.
    D’an 21/10 diouzh noz e vo un eskemm gant ar stummer ha buhezourien stalioù c’hoariva.
  • Un eil staj a vo kinniget d’an 23-24 a viz Genver 2021
    Tem : Ar c’hrouiñ hag ar skrivañ leurenn.
    Al lec’h a vo da resisaat.

Titouroù resisoc’h war brogramm ar stajoù a vo roet e miz Gwengolo.

Stajoù-all all gant Bernard Grosjean kinniget gant an ADEC 56 :
Les petites scénographies astucieuses fin miz Eost
Le réel en jeu e miz Kerzu.