Stajoù hañv gant La Obra

Strollad La Obra a ginnig 3 eskemm etrevroadel e-kerzh an hañv.

Etre an 3 hag ar 17 a viz Gouere (18-30 vloaz) / THÉÂTRE EN CAP : Aloubit ar straedoù !
Ugent den yaouank eus ar bed a-bezh (Alamagn, Aljeria, Spagn, Frañs, Polonia) a vo bodet evit krouiñ asambles un arvest gant skasoù ha margodennoù. O labour a vo diskouezet e diwezh an eskemm war marc’had Gwaien ha Pontekroaz. *4 plas.*
15 devezh. Priz : 150 € (bod ha boued jedet e-barzh).

Etre ar 24 a viz Gouere hag ar 5 a viz Eost (13-17 vloaz) / ENTRE TERRE ET MER : Mojennoù ar mor.
Pemp krennard warn ugent eus Alamagn, Aljeria ha Frañs a zeuio evit krouiñ asambles ur pezh-c’hoari war dem ar mor. An abadenn-mañ vo savet evit bezañ diskouezet da vare deroù "La Route de l’Amitié". *7 plas.*
13 devezh. Priz 150 € (bod ha boued jedet e-barzh).

Etre ar 26 a viz Gouere hag ar 5 a viz Eost (+18 vloaz) / BRIDGE (rezidañs choariva etrevroadel).
Stummadur arzel d’an daoulamm war 10devezh (90 eurvezh) evit sevel ur pont etre an Oriant hag ar C’hornog o meskañ c’hoariva ha dañs, pleustradennoù ha krouidigezh, an arz hag an tiriad. Stummadur graet gant Resuidi Teatro (Spagn-Italia-India) gant kevelerezh La Obra. Skiant-prenet arzel goulennet. *2 blas.*

D’ar Merc’heroù 5, 12, 26 a viz Gouere ha 2 a viz Eost (12-17 vloaz) / DEVEZIOU COMPARSA.
Evit dizoloiñ arzoù ar skasoù hag ar margodennoù e-pad un devezh pe meur a hini. Eskemm gant tud yaouank eus estren vro a vo posubl. *15 plas.*
Priz : 10 € / devezh (gant ar verenn), 30 € ar 4 dervezh.

Etre ar 6 a viz Gouere hag an 09 a viz Eost (12-17 vloaz) / RACONTE-MOI LA LOUISETTE.
Un droiad arzel war vag kozh La Louisette evit "La Route de l’Amitié" davet an Oriant. Evit ar re o do kemeret perzh en Devezhioù La Comparsa. *6 plas.*
5 devezh. Priz : 150€ (bod ha boued jedet e-barzh).

Evit kemer perzh en oberezhioù e ranker bezañ ezel eus ar gevredigezh : 15 € / 10 € (hanter briz).

Muioc’h a ditouroù gant La Obra - 09.52.56.31.25