Stalioù c’hoariva 2020-2021

Evit ar yaouankiz :

Stalioù e brezhoneg gant MilTamm
E Sant-Ervlan aozet gant Katell Leon hag ar gevredigezh Yezhoù ha Sevenadur

  • Stal lies-arzoù (CM2 - Skolaj) :
    D’al Lun 5e45-7e (kentell kentañ d’an 28/09)
  • Stal c’hoariva (CE1-CM2) :
    D’ar Yaou 5e45-7e (kentell kentañ d’ar 24/09)

Stalioù e brezhoneg gant Ar Vro Bagan e-pad ar vakañsoù skol
An titouroù a vo kavet war hol lec’hienn un tamm a-raok ar vakañsoù.

Evit an dud deuet :

Ur stal nevez e Bro an Alre
Stal c’hoariva sizhuniek get Kerlenn Sten Kidna
Kentelioù c’hoariva kaset da benn get Solen Piriou evit brezhonegerion a bep live. Teknikoù distanañ, analiñ, c’hoari war ar prim, diskouez fromoù, c’hoarzhin. Deskiñ sketchoù, ur pezh-c’hoari.
Bep merc’her etre 8e ha 9e30 noz, er sal Sten Kidna (6 ru Joseph Rollo, an Alre), a-zal ar merc’her 23 09.
Priz evel ar c’hentelioù, a-vat evit ar re enskrivet en ur gentel arall.
Darempred : Kerlenn Sten Kidna, Pgz : 02 97 29 16 58.

E Sant-Ervlan Stal Strollad Joyi
Ur wech bep sizhun, strollad c’hoariva Joyi en em gav en-dro a-benn ober c’hoariva e brezhoneg. Ar strollad-mañ a zo emren hag a labour war raktresoù liesseurt a-hed ar bloaz.

Lec’h hag eur : Sal Pablo Neruda e Sant-Ervlan
Bep Yaou noz etre 8e ha 9e30
Priz : 35€ ar bloaz
Emgav adalek miz Here 2020
Titouroù ha lakaat e anv : Kentelioù an Noz

E Brest gant SKED
An obererezh-se a zo evit ar re a zo gant ar c’hoant diorren o mestroniezh gant ar brezhoneg hag o aesaat dre ar c’hoari, an ijin hag ar grouidigezh arzel. Un doare all eo da studiañ ar brezhoneg : d’un doare c’hoariet en ur zeskiñ teknikoù diazez ar c’hoariva.
Ur chañs ivez d’ober un taol esa evit war-lerc’h enframmañ unan eus ar strollad c’hoariva e Breizh pe c’hoazh en em prientiñ evit ur gaozeadenn er skinwel pe er radio...
Ouzh renerezh Bob Simon, komedian a-vicher.
D’al Lun / 6e30 noz - 8e noz / SKED, 201 straed Jean Jaurès e Brest
Titouroù ha lakaat e anv : SKED

E Plougerne gant Ar Vro Bagan
Labouret vez war ur pezh-c’hoari e ser deskiñ doareoù ar c’hoariva, ijinañ ha krouiñ gant ar re all, al leurenniñ, ar gwiskamantoù, ar c’hinkladur hag all.
Un doare ivez da binvidikaat ar yezh ha gwellaat an distagadur.
D’ar Merc’her etre 6 eur hanter hag 8 eur noz (Ket ‘pad ar vakañsoù) bep sizhun.
Priz : 40€ + 17€ evit ar gartenn ezel.

E Sant Seo gant KLT
Stal-labour teatr
Evit ar re o deus c’hoant mont war-raok war ar brezhoneg ha deskiñ c’hoariva, lakaat an ijin hag ar spered krouiñ arzel da vont en-dro. Un doare all ivez da zeskiñ ar yezh en un doare dudius ha da zeskiñ diazezoù ar c’hoariva. Un dro ivez d’ober un taol esae a-raok mont en ur strollad c’hoariva pe grouiñ unan.