Treuzkas ar c’hoariva : stummadur gant Bernard Grosjean

Stummadur evit ren war stalioù c’hoariva
Ar raktres ijin evit luskañ ar c’hoari hag ar buheziñ

Staj kenaozet gant Ti ar C’hoariva Brest ha gant kevelerezh Ti ar Vro Leon ha MJC/MPT Kerfeunteun.

  • Dibenn sizhun 1 : 23 a viz Du (1e-7e g.m.) ha 24 a viz Du (9e30-4e30 g.m.) - Sal an Atalier - Lesneven
    • Frammadur ar stal, e raktres, e gevrat
    • Aozadur ar stal hag e reolennoù
    • Mont er c’hoari hag ar spislec’hioù evit c’hoari
    • An destenn evit bouetañ ar c’hoari
  • Dibenn sizhun 2 : 8 a viz C’hwevrer (1e-7e g.m.) ha 9 a viz C’hwevrer (9e30-4e30 g.m.) - MJC/MPT Kerfeunteun - Kemper
    • Ar c’hoari evit klask ha dont a benn da zizoloiñ, difraostañ ha kompren un destenn pe un istor
    • Ar c’hoari evit sevel un istor : mont war ar prim gant ar jeu
    • Ar youl ha lakaat e pleustr ostihoù evit ar c’hoari (tachenn, tudennoù, skeudennoù, oberoù h.g…) o vezañ sikouret gant ul labour war an dramaouriezh.
    • Dizoloiñ testennoù evit ur publik liesseurt
  • Dibenn sizhun 3 : 21 a viz Meurzh (1e-7e g.m.) ha 22a viz meurzh (9e30-4e30 g.m.) - Ti ar C’hoariva - Brest
    • Tremen eus ar c’hoari esae d’ur c’hoari mestroniet en ur pleustriñ war bezhioù c’hoariva berr
    • Lakaat ur strollad bras da bleustriñ
    • An arvest evit lakaat ar c’hoari da vont war-raok.

Ul lodenn eus an testennoù hag a vo implijet a zo bet troet e brezhoneg gant Mich Beyer ha Kristian Braz.

Priz : 120€ an tri staj + 10€ evit emezellañ d’ar gevredigezh.
50€ un dibenn sizhun evit an dud o deus heuliet ur staj dija gant Bernard Grosjean (hag hervez an niver a blasoù).

Titouroù ha lakaat ec’h anv : C’hoariva pe dre bgz : 06 38 78 35 15