14 a viz Gwengolo 2020
6 pezh-c’hoari berr e 6 lec’h disheñvel.
Deuit da heul ar c’hoarierien evit dizoloiñ al lec’h hag e istor.
3 a viz C’hwevrer 2020
Staj e brezhoneg evit ar vugale etre 6 ha 12 vloaz.
Etre an 21 hag ar 24 a viz C’hwevrer e sal Ar Vro Bagan e Plougerne etre 10e30 ha kreisteiz.
Priz : 25€ + 17€ emellañ.
Evit lakaat e anv : 02 98 04 50 06.
31 a viz Genver 2020
Sketchoù gant Ar Vro Bagan.
24 a viz Genver 2020
Un heuliad sketchoù farsus ha kanaouennoù. Bouzar pe vut Kresket ar bae O c’horo ar zaout
18 a viz Kerzu 2019
Emañ an aotrou Gwion Berrou, doktor-medisin, o tigemer tud klañv en e di.
Klevet a reer anezho o komz kenetrezo en ur c’hedal o zro. O gwelet a reer pep hini d’e dro gant ar medisin. Ganig Keruhella, ur medisin war e leve a zo deuet ivez da gaout an aotrou Berrou. Ur mignon kozh dezhañ hag en doa kuitaet ar vicher evit sevel ur strollad c’hoariva brezhoneg. Ha marvailhoù ganto o daou diwar-benn…
16 a viz Kerzu 2019
Er pezh-c’hoari-mañ e vo taolennet buhez Youenn Gwernig. Kaset e vo an arvesterien e studio tele RTB evit un abadenn war eeun gant kanaouennoù war eeun ivez. Publik ar sal a gemero perzh en abadenn.
Ganet e Skaer e 1925. Kizeller-koad diouzh e vicher. Biniaouer, barzh, skrivagner, kaner. Etre 1957 ha 1969 emañ o chom e New-York gant e wreg Suzig hag e deir merc’h, Annaig, Gwenola, Mari,…
29 a viz Here 2019
Arvest I
Deiz Meurlarjez e 1932, e ostaleri Sav-Heol, dalc’het gant Laouig ha Soaz. Emeur oc’h aozañ ar gouel. Ur pesketaer hag ur martolod-brezel a zo o klask kaout Finn, ar verc’h-henañ, da fortuniañ.
Arvest II
Miz Gouere 1954. Inouet eo Jaig, mab Finn, er vro. Klañv eo defod mont da Bariz. Touristed e-leizh a zo krog da zont d’an aod. ‘Benn ar fin e chomo Jaig er gêr hag e kresko an ostaleri…
28 a viz Mezheven 2019
E 1674 evit kaout arc’hant da c’hellout ober brezel e Bro-Holland, e lakeas Loeiz XIV hag e vinistr Colbert, tailhoù nevez, war ar paper-timb, al listri-staen hag ar butun. E 1675 e savas ar Vretoned a-enep an tailhoù-se : e kêrioù Breizh-Uhel, Roazhon ha Naoned ; hag e Breizh-Izel, e Bro-Vigoudenn hag e Kreiz-Breizh dreist-holl.
Sebastian Ar Balp, noter e-kichen Karaez, a oa e penn emsav ar…
27 a viz Mezheven 2019
Penaos e teuas Enez al Legumaj da vezañ Enez Werc’h
Un enezenn gaer e oa anezhi. Na re vras na re vihan. Izel war-gorre ar mor, douar mat
enni. Klouar e oa an amzer en enezenn. Ral e oa ma veze skorn er goañv, ha sec’hor vras en hañv. Goudoret e oa diouzh an avelioù uhel gant pezhiadoù reier ha melladoù klegeroù. Se zo kaoz ma kreske mat-kenañ an trevadoù enni, trempet gant teil ar chatal ha bezhin an…
20 a viz Mezheven 2019
War un enezenn vihan, ez eus ur pesketaer o chom. Doujañ ha diwall an natur a ra. Un drovezh e pak ul labous bet kouezhet e-touez mazout an Erika. Digemer anezhañ hag e louzaouiñ a ra. Tamm ha tamm e pare a drugarez d’ar pesketaer. Hemañ a zesk dezhañ espern madoù an douar ha difenn ar mor diouzh al loustoni, ar saotradur. Pa dremen e dud dreist an enezenn, d’an distro diouzh o goañvezh, eo pare da…
14 a viz Mezheven 2019
E Meneham azalek 3eur.
6 pezh-c’hoari berr e 6 lec’h disheñvel.
Deuit da heul ar c’hoarierien !
Evit dizoloiñ al lec’h hag e istor.
14 a viz Ebrel 2019
E 1991 eo bet savet Ar Basion Vras gant strollad Ar Vro Bagan, c’hoariva ha sonerezh kemmesket enni. Gant misterioù ar grenn-Amzer, c’hoariva poblek Breizh hag ar c’halvarioù eo bet levezonet ar pezh-c’hoari. Eno e kaver roud eus poanioù kriz ha maro Jesus Krist.
Gant Laz kanañ Penn-ar-Bed renet gant Chistian…
1añ a viz Meurzh 2019
Tri fezh-c’hoari poblek gant Ar Vro Bagan O vont da welet ur pezh-c’hoari : Pedet ez eus bet ur vaouez hag he gwaz da vont da sellet ouzh ur pezh-c’hoari e Quartz, c’hoariet gant strollad ar Vro Bagan. Nag a boan evit klask loc’h eus ar gêr. Diwar ur pezh skrivet gant Karl Valentin ha lakaet e brezhoneg gant Goulc’han Kervella. Kig ha farz e Bro Vigouden : Gwilhou en deus pedet an Itron Bimbochet…
26 a viz C’hwevrer 2019
Ur c’haner o vevañ en un doare reuzeudik-kenañ en ur gêr vras ; deut oa di da gaout bara da zebriñ hag ur vuhez welloc’h. En em gavour a ra gant ur plac’h yaouank tec’het kuit eus he bro abalamour d’ar brezel. Di baper eo, klask a zo warni. Eskemm a raint o sevenadurioù, o yezhoù, o istor. Ar c’haner, araok mervel, a zesko d’ar plac’h yaouank e…
12 a viz Genver 2019
Komediennoù e brezhoneg : Bouzar pe Vud Distro Silvestrig diouz ar brezel Kreski ar bae Goro ar saout Muzik gant : An Tokou Rount