Yannig Skolan

Bloavezh

Pezh skrivet gant

Live yezh

  • Brezhoneg pemdez standard
  • Resisadurioù war ar yezh :

    Yezh pinvidik ha frazennoù hir. Ur skritur a live uhel da vout c’hoariet goustadig.
    Div lodenn skrivet e gwerzennoù : unan e kreiz, hag eben evit achu ar pezh.

Listenn pezhioù ar rummad

  • Anv ar pezh : Yannig Skolan
  • Bloavezh : 1964
  • Padelezh : 60 mn.
  • Niver a dudennoù : 4
  • Paotred : 3
  • Merc’hed : 1
  • 3 akt.
  • Tudennoù :

    Katell
    Mamm Yannig, 70 vloaz
    Spes Yannig Skolan
    Un den, 30 vloaz
    Ar paeron
    Kouer
    Kazh du an ti
    Ul loen bras, iskis, spered Yannig Skolan ennañ.
  • Diverrañ :

    Ene ar paotr o tont davet e vamm a-benn goulenn he fardon diganti.

    Arvest 1.
    Emañ Katell he-unan, glac’haret bras, o soñjal en he buhez ken kalet. Aet eo e vab Yannig d’an anaon, dre an torfedoù en doa graet. Ne hell ket ar vamm pardoniñ dezhañ. Trouz un taol kurun a glever ha daet ar c’hazh du da gomz da Gatell. Ene he mab zo ennañ. Met lazhañ a ray ar c’hazh hag e chom ar vamm he-unan.

    Arvest 2.
    Dont a ra Yannig Skolan, war ur jav. Pardonet eo bet digant Doue d’e bec’hedoù met a-benn bezañ savetaet da vat, ha mont d’ar Baradoz, e fell d’ar paotr bezañ pardonet ivez digant e vamm. Met n’eo ket-hi troet da dennañ ar mallozh he doa taolet warnañ. Mont a ra kuit Yannig.

    Arvest 3.
    Daet eo Yannig gant e baeron : hennezh zo daet evit goulenn gant ar vamm reiñ ar pardon d’he mab. Ar vamm a chom hep cheñch he c’homzoù hag e soñj dezhi e rank he mab bezañ kastizet, ha ne fell ket dezhi e chomehe nemet er purgator : en ifern emañ e blaz d’he soñj !
    Met karantez ar vamm evit he mab a vo trec’h d’ar perc’hedoù, hag e roio ar vamm he fardon. Disammet e vo ar paourkaezh Yannig, ha eñ da c’houlenn pardon ivez da vout torret ar garantez a oa etreze gwezhall.

  • Kinkladur :

    An tri arvest a dremen e sal vras un ti. Un oaled, hag ur skaoñ e-tal dezhañ.
    Un armel, ul listrier, daou wele-kloz, un orolaj, un daol-voued hag ur skaoñ a bep tu dezhi. Ouzh ar chiminal : skudilli pri hag ur c’hrusifi.

  • Gwiskamentoù :

    Dilhad tud paour gante.
    D’al leurenner da gempenn ur gwikamant d’ar c’hazh bras...
    Ur jav zo gant Yannig met e heller leurennañ an traoù anez d’e ziskouez.
    Hervez pezh zo bet skrivet gant ar skrivagner e steuzio Yannig hag e varc’h : amañ ivez eo d’al leurenner da gempenn an traoù hervez an teknikoù a hello implij.

  • Sonerezh ha trouzioù :

    Taol kurun spontus.

  • Titouroù ouzhpenn :

    Skrivet d’an 10 a viz Gwengolo 1964

  • Ti-Embann :

    • Ti-Embann : Brud. no 21. Bloavezh : 1965.