Kleñved an togn

Bloavezh

  • 1952

Pezh skrivet gant

Live yezh

Listenn pezhioù ar rummad

  • Anv ar pezh : Kleñved an togn
  • Padelezh : 60 mn.
  • Niver a dudennoù : 7
  • Paotred : 2
  • Merc’hed : 4
  • Bugale : 1
  • 1 akt
  • Tudennoù :

    An Togn
    Ur pesketaer a vro Dreger
    Marc’harid
    E wreg
    Fañch
    O mab, paotr yaouank
    Koneri
    Martolod kozh, 72 vloaz.
    An intañvez
    Plac’h eus ar barrez, 35 bloaz.
    An Itron Leskoualc’h
    Medisin
    Mari-Von
    Merc’h ar Moal, plac’h eus ar barrez, en tu all da 50 vloaz
  • Diverrañ :

    E Bro Dreger, klañv eo an Togn ha tud zo oc’h ober war e dro. Ne vo ket pareet gant ar medisin met gant ur sorserez deus ar barrez.

    Un mintiniad e Bro Dreger. Ur pesketaer, An Togn, hag e wreg o leinañ. Hennezh zo klañv abaoe m’emañ savet ha ne fell dezhañ na zebriñ nag evañ.
    O tont en-dro deus ar c’hatekis (ac’hann m’eo bet kaset kuit) emañ Fañch, o mab, o tont war al leurenn. Koneri, ur pesketaer kozh zo daet da gomz d’an Togn, ha d’e heul e ta an intañvez. Gant pep a vanne kafe e komzont hag an intañvez yaouank a zispleg ne gemero gwaz ebet.
    Aet eo Fañch da glask an Itron Leskoulac’h, ar vedisinez. En ur c’hortoz e ya an Togn d’en em walc’hiñ un tammig, met lammaat a ray an tamm soavon beteg mont dre ar prenestr tra m’emañ an doktorez o tont tre.
    Honnezh ne gomz ket brezhoneg gwall flour : bec’h o deus An Togn ha hi d’en em gompren. Ar re yaouankañ (an intañvez ha Fañch) a zalc’h da dreiñ deus ur yezh d’eben ha traoù farsus a zigouezh... War-lerc’h bezañ sellet doc’h an hini klañv e lâr n’eus kleñved ebet gantañ ha n’eus netra d’ober. Ha hi da vont kuit.
    Mari-Von zo daet tre, ha lâret a ra e vo marv An Togn a-benn div sizhuniad : gouestlet he deus ar paourkaezh a-gaoz d’un istor etre hi ha Marc’harid : honnezh he doa tammalet d’ar plac’h yaouank bezañ laeret arc’hant. En em vañjañ a ra Mari-Von en ur lakaat Marc’harid da goll he den.
    Jeu a sav etre razh an dud hag e ya kuit an intañvez ha Koneri.
    Dirak poan an Togn e ra Mari-Von ar marc’had-mañ : pareet e vo an den gant ma vo Marc’harid ur vaouez a-feson, skouer ar barrez, adalek bremañ. Anez da se e kouezho adarre traoù fall warni.
    Touiñ a ra Marc’harid hag e ya kuit ar vaouez kozh. An Intron Leskoualc’h a za en-dro, da ginnig louzoù d’an hini klañv, met hennezh, kerkent ha pareet, zo aet war an aod da besketa. Ar vedisinerez a c’houlenn ul legestr, hag a vo 200 lur, da lâret priz a c’houlenne d’ar familh evit he donedigezh n’he deus servijet da netra.

  • Kinkladur :

    Sall vras ur vereuri a Vro Dreger. Un nor a beb tu, ur prenestr digor (amzer brav a weler), un oaled, unan pe daou sac’h bezhin, un daol vras, kadorioù, un armel.
    Bara, kafe
    Ur skubell
    Un tamm soavon
    Stammenn an intañvez.

  • Gwiskamentoù :

    An Togn
    Gwisket evel ur martolod. Kasketenn, botoù koad.
    Marc’harid
    Koef Bro Dreger, Davañjer kozh
    Fañch
    Bragoù berr skuizh, roched
    Koneri
    Gwisket evel an Togn, ur c’horn butun, ur vazh
    An intañvez
    Gwisket evel ur plac’h yaouank,
    An Itron Leskoualc’h
    Ur vantell c’hlav ganti
    Mari-Von
    Merc’h ar Moal. Koef Bro Dreger, lunedoù. Oc’h ober stamm bepred.
  • Titouroù ouzhpenn :

    Kleñved an Togn zo bet ar pezh kentañ bet c’hoariet gant Strollad ar Vro Bagan e miz Here 1974.

    E-barzh ur pennad embannet e 1975 (Al liamm n°171) e ro Goulc’han Kervella ur bochad titouroù war-dro krouidigezh strollad ar Vro Bagan, hag ivez war-dro ar pezh-c’hoari-mañ.

  • Ti-Embann :

    • Ti-Embann : Al Liamm-Tir na n-og. no 30. Bloavezh : 1952.

Kartenn lec’hioù emañ al levr