Teatr brezhonek

Degemer al lec’hienn > C’hoariva > Keloù

Keloù

  • STAJ : Fent du ar c’hoariva Bro Iwerzhon !

    Yaou 28 a viz Gwengolo 2017

    C’hoariva a ginnig deoc’h ur staj evit labourat war oberenn "The Playboy of the Western World" gant John Millington SYNGE ha lakaet e brezhoneg gant Remi Derrien eus strollad Teatr Penn ar Bed ("Lapous den Penn ar Bed" e 1977) ha gant Strollad Kallag ("Lubaner Kreiz Breizh" e 2000). Ar staj a vo kaset gant Bláithín Conneely-Allain ur gomedianez a orin eus Bro Iwerzhon ha desket brezhoneg ganti. D’ar Sadorn 25 ha d’ar Sul 26 a viz Du e Jit stread ar Skol e Sant-Kadou (war gumun Sizun). Programm ar staj hag an holl ditouroù : lire suite
  • Stignad 2018 evit harpañ ar strolladoù amatour

    Merc’her 27 a viz Gwengolo 2017

    Evit gouzout pep tra : Stignad harp Rannvro Breizh. M’ho peus goulennoù pe/hag ezhomm titouroù ouzhpenn skrivit pe bellgomzit da C’hoariva : 06 38 78 35 15
  • Fiziañs : ur strollad c’hoariva nevez

    Lun 25 a viz Gwengolo 2017

    Keodedourelezh, liammoù etre an dud, liesyezhegezh, korfeztaol… setu un nebeut temoù hag a ro lusk da strollad Fiziañs. Ur pezh-c’hoari war dem al liesyezhegezh zo war ar stern ganto. Gallout a rafemp o gwelout e kreiz ar bloaz da zont war leunrennoù Breizh ha pelloc’h c’hoazh marteze. Evit gouzout pelloc’h war ar strollad sed amañ dindan o c’hinnig : "Fiziañs" zo ur gevredigezh c’hoariva nevez krouet ha diazezet al lodenn vrasañ deus e/hec’h izili e Douarnenez. Ar c’hoant a oa krouiñ ur strollad da labourat, en em c’houlenn, amprouiñ war dachenn an lire suite
  • Goude bezañ graet war dro ar strollad Elektrake hor boa gwelet war al leurennoù un nebeut bloavezhioù zo, Katell Leon he deus krouet adarre ur strollad c’hoariva tud yaouank war c’houlenn kerent bugale zo. Titouroù : pajenn Facebook ar strollad
  • Petra nevez gant strolladoù zo ?

    Sadorn 23 a viz Gwengolo 2017

    La Obra Kakao, un arvest nevez evit ar yaouankiz gant strollad La Obra diwar-benn… ar c’hakao evel just. Beajet e vo e Su Bro Meksik, bro ar vayaed evit (ad)dizoloiñ istor ar c’hakao. Pebezh hent etre tramor ha bolenn chokolad ar mintin ! Da welout e miz Meurzh. Breizh Glas, ul labour kaset gant 7 klasad eus Penn-ar-Bed (e o-zouez 3 raktres e brezhoneg) diwar-benn ar mor ha gwareziñ an aod. War al leurenn e vint holl asambles d’an 21 a viz Kerzu. Tro-Didro Galnys : abadenn gentañ e miz Meurzh. Un istor er Grennamzer uhelañ en ur vro geltiek lire suite
  • Ober c’hoariva er skol

    Gwener 22 a viz Gwengolo 2017

    Kelennerien, kerent skolidi skol vamm, kentañ derez ha skolaj, Ar raktresoù c’hoariva e-pad an amzer skol a c’hell bezañ sikouret gant ar "Stignad Skol c’hoariva", ur yalc’had rannvroel an hini eo. Ma blijfe deoc’h sevel ur pezh-c’hoari gant ar skolidi e-kerzh ar bloavezh skol e c’helloc’h goulenn bezañ harpet gant un den a vicher. Ul lodenn eus priz an eur graet gant komedianed a vo kemeret e karg gant Rannvro Breizh ha roet war-eeun dezho. Da skouer : Un eurvezh da 50€ a gousto 32,50€ d’ar skol hag ar Rannvro a roio 17,50€ d’ar c’homedian. Ar lire suite
  • Stalioù-labour c’hoariva

    Yaou 21 a viz Gwengolo 2017

    Stalioù c’hoariva evit mont war-raok ivez gant ar brezhoneg Dispar eo ar c’hoariva evit mont war-raok gant ar brezhoneg ha bezañ en e/he v/bleud gant ar yezh. Stalioù a vez kinniget gant : SKED e Brest d’al Lun noz KLT e Montroulez (da gadarnaat) Ar Vro Bagan e Plougerne d’ar Merc’her noz (6e30-8e) adalek miz Here Ur stal c’hoariva evit ar re yaouank e Kemperle Ur stal c’hoariva evit ar re yaouank e Naoned Ur strollad tud yaouank nevez Teatr MilTamm e lire suite
  • O klask war lerc’h un tresour

    Meurzh 12 a viz Gwengolo 2017

    An holl ditouroù ret er pezh stag.
  • Servij Keodedel gant AVB

    Sadorn 9 a viz Gwengolo 2017

    Pegoulz ? : Adalek miz Du / 8 miz evit 35 eurvezh bep sizhun Pelec’h ? : E Plougerne Piv ? : Unan a zo etre 16 ha 25 bloaz. Unan a gomz brezhoneg pe a zo dedennet gant ar brezhoneg. Kefridioù : Kemer perzh evit krouiñ pezhioù-c’hoari nevez asambles gant tud ar strollad c’hoariva (kinkladur, skrid, pleustradegoù, dilhad, gouloù, son…). Heuliañ raktresoù c’hoariva a vez kaset da benn e-barzh ar skolioù, ar skolajoù, ar stalioù c’hoariva (gant ar vugale, ar grennarded, an dud en oad). Mont e darempred gant strollad Ar Vro Bagan Pe dre bellgomz : 02 98 lire suite
  • M’ho peus c’hoant bezañ sikouret evit ur raktres c’hoariva resis, kasit ho doser da Rannvro Breizh a-raok ar 15/07. Ma emaoc’h dedennet e c’helloc’h kaout muioc’h a ditouroù ganeomp : dre vail dre bellgomz : 06 38 78 35 15
  • Komedian Bemdez : un teulfilm berr

    Yaou 3 a viz Eost 2017

    Aet eo Aziliz Bourgès da gejañ gant komedianed zo hag a c’hoari e brezhoneg evit sevel ur filmig war an dud a ra c’hoariva a youl vat pe a vicher. Sevennet eo bet an teulfilm a-ratozh kaer evit an abadenn "Bali Breizh" skignet d’ar Sadorn 03/06/2017 war France 3. Sellout ouzh Komedian Bemdez
  • Stajoù hañv gant La Obra

    Merc’her 5 a viz Gouere 2017

    Strollad La Obra a ginnig 3 eskemm etrevroadel e-kerzh an hañv. Etre an 3 hag ar 17 a viz Gouere (18-30 vloaz) / THÉÂTRE EN CAP : Aloubit ar straedoù ! Ugent den yaouank eus ar bed a-bezh (Alamagn, Aljeria, Spagn, Frañs, Polonia) a vo bodet evit krouiñ asambles un arvest gant skasoù ha margodennoù. O labour a vo diskouezet e diwezh an eskemm war marc’had Gwaien ha Pontekroaz. *4 plas.* 15 devezh. Priz : 150 € (bod ha boued jedet e-barzh). Etre ar 24 a viz Gouere hag ar 5 a viz Eost (13-17 vloaz) / ENTRE TERRE ET MER : Mojennoù ar mor. Pemp lire suite
  • Kof-ha-Kof

    Sadorn 1añ a viz Gouere 2017

    Adkavit testenn pezh-c’hoari nevez Ar Vro Bagan, gant Mouladurioù Ar Vro Bagan - Plougerne. Ennañ estreget divizoù an tri arvest (Ostaleri 1932 - Sal-Zañs 1955 ha Boest-Noz 1980) e kaver luc’hskeudennoù eus ar pezh-c’hoari hag un nebeut dielloù diwar-benn ar "balioù ha dañsoù". Golo gant Fañch an Henaff. Da vezañ goulennet (10 €) digant : AR VRO BAGAN 95 Hellez Tosta 29880 lire suite
  • C’hoariva e KEAV

    Sadorn 1añ a viz Gouere 2017

    Setu programm ar staj hag a vo kaset da benn gant Ana-Soaz Bervet ha Gwenn Audic e Kastellin (d’an 09/07 - betek ar 15/07/2017). Stal c’hoariva Ar c’horf hag ar vouezh Araok kregiñ da c’hoari e ranker kemer amzer da zistignañ ar c’horf. Er vuhez pemdeziek e vez lakaet bec’h war an den, war e gorf. Neuze e vo kemeret amzer da sioulaat ha da selaou ar c’horf dre boelladennoù Qi Gong evit mont e darempred gant hon diabarzh deomp-ni. Peurachuet e vo al labour gant ar c’horf a drugarez d’an dañs a sikouro ac’hanomp evit kaout skiant eus an egor lire suite
  • Devezh C’hoariva ar skolajidi 2017

    Merc’her 7 a viz Mezheven 2017

    D’ar Yaou 1añ a viz Even skolidi tri skolaj a oa deuet da sal ar Roudour e Sant-Martin-war-ar-Maez evit c’hoari 4 pezh-c’hoari labouret ganto a-hed o bloavezh skol. Un abadenn vihan a oa bet ar bloaz-mañ dre ziouer a berzhidi. Spi hon eus e vo muioc’h a strolladoù a-benn bloaz. Ar pezhioù-c’hoari a oa a galite vat. Ar santimant en deus ar juriig savet bep bloaz e ya war wellaat al labour kaset da benn a-fed c’hoariva er skolajoù. Ar pezhioù kinniget : An tri forban gant re 6vet skolaj Sant Anton La Salle Lanniliz - ur pezh-c’hoari kinniget dezho lire suite
  • Evel bep bloaz abaoe 2008 e vez kinniget e fin ar bloavezh skol d’ar skolajidi a ra c’hoariva er skol dont da c’hoari war ul leurenn dirak o c’henseurted. An darvoud a vez aozet gant C’hoariva hag ur bodadig barn a ro un ali war ar pezhioù-c’hoari kinniget. M’ho peus c’hoant kemer perzh deuit e darempred gant C’hoariva evit lakaat ho anv.
  • Ur stignad nevez evit harpañ pezhioù-c’hoari gant strolladoù amatour a vo kinniget da vBodad Pad Rannvro Breizh d’an 29/05/2017 evit bezañ votet. Gant ar stignad-mañ e fell d’ar Rannvro sikour ha diorren ar c’hoariva gant amatourien o reiñ da strolladoù zo ur yalc’had arc’hant evit kas da benn o raktres pezh-c’hoari. Ma vefe votet evit ar stignad gant kuzulieren ar rannvro e vefe goulennet d’ar strolladoù o defe c’hoant sevel ur goulenn kas o raktresoù a-raok an 13/07/2017 (evit 2017 hepken - mod-all an termen a vo d’ar 15/01 adalek 2018). E ken kas ma lire suite
  • Evel bep bloaz abaoe 2008 e vez kinniget e fin ar bloavezh skol d’ar skolajidi a ra c’hoariva er skol dont da c’hoari war ul leurenn dirak o c’henseurted. An darvoud a vez aozet gant C’hoariva hag ur bodadig barn a ro un ali war ar pezhioù-c’hoari kinniget. M’ho peus c’hoant kemer perzh deuit e darempred gant C’hoariva evit lakaat ho anv.
  • Gourc’hemennoù da dermenidi Lise Diwan Karaez evit o fezh-c’hoari ijinet ha savet evit bezañ c’hoariet e skolioù-mamm ha kentañ derez. Trizek komedian yaouank o doa treuzet Breizh evit daou zroiad c’hoariva ur sizhunvezh (diskar-amzer ha nevez-amzer). Ar pal : c’hoari dirak skolidi ur pezh kroget e kentañ klas ha peurlipet e klas termen. Fentus ha fromus eo atav gwelout penaos e vez resevet an traoù gant an arvesterien vihan o sellout ouzh ar pezh-c’hoari. Fromus eo sur a-walc’h evit ar gomedianed ivez da zont en dro en o skolioù evit c’hoari dirak lire suite
  • C’hoariva war ar prim

    Lun 20 a viz Meurzh 2017

    Un abadenn c’hoariva war ar prim en un davarn. Goulennet e vo d’ar publik da gemer perzh. Peadra a vo da c’hoari ha c’hoarzhin.
  • La Comparsa, ur staj gant La Obra

    Sadorn 11 a viz C’hwevrer 2017

    Strollad la Obra a zo ur strollad eus Breizh hag Amerika Latina staliet e Douarnenez. Labourat a ra war dem ar minorelezhioù en un doare sokial ha liessevenadurel. Pal : lakaat an dud yaouank eus Penn-ar-Bed da brederiañ war ar bed a-vremañ o tremen dre an arzoù. Kinniget e vo un atalier c’hoariva ha skasoù etre an 23 hag ar 25 a viz C’hwevrer 2017 e Beuzeg-ar-C’hab. An eskemm a vo un doare da zizoleiñ arzoù ar skasoù ha da labourat war ur raktres c’hoariva. Goulennet e vo 65€ kemer perzh er mizoù (dafar evit ar skasoù, bod ha boued) + 10€ lire suite
  • Staj c’hoariva evit ar vugale

    Meurzh 31 a viz Genver 2017

    Ur staj C’hoariva e brezhoneg hag e galleg evit labourat a-stroll war ar c’horf, ar vouezh ha tachenn al leurenn. D’an 13/02 betek ar 16/02 diouzh ar mintin (10e30-12e). C’hoariet e vo ur pezhig-c’hoari e fin ar staj dirak ar publik (familhoù, mignoned…). Priz : 25 € + 10€ emezellañ. Titouroù ha lakaat ec’h anv : 02 98 04 50 06 pe dre bostel.
  • Raktresoù C’hoariva evit 2017

    Meurzh 31 a viz Genver 2017

    Un dek den bennaket a oa bodet e ti Sked evit an emvod meur. Distroet omp war an oberoù savet ganeomp e 2016 ha savet hon eus ur poent war obererezhioù ar gevredigezh. Un nebeut sifroù evit 2016 : 18 strollad c’hoariva e Breizh 81 abadenn kemennet war lec’hienn C’hoariva Ur 500 den bennak komanantet d’al lizher kelaouiñ miziek (n’eo ket kalz met spi hon eus d’ober gwelloc’h e 2017). 622 eurvezh graet e 21 skol gant tud a vicher evit tost 800 skoliad. 120 perzhiad deus 6 skolaj o kemer perzh en devezh c’hoariva ar skolajidi ha nav fezh kinniget. Ur lire suite
  • Ur staj evit Teatr Penn-ar-Bed

    Merc’her 4 a viz Genver 2017

    E ti Sked e oa ar strollad evit labourat war destenn o fezh-c’hoari nevez : Ma vefen c’hwi gant Hanokh Levin. Ur staj plijus hag efedus war a seblant.
  • Ur pezh-c’hoari da welout war FR3 Breizh

    Meurzh 3 a viz Genver 2017

    Evit gwelout an abadenn.
  • Tro hon eus bet da zizoloiñ o labour, ur pezh tennet deus "Douce vengeance et autres sketches" skrivet gant Hanokh LEVIN. Divizet en deus ar strollad sevel ur pezh-c’hoari hag a c’hello bezañ c’hoariet un tammig pep lec’h ha perak pas en ho jardin, ho ranndi pe ho ti ? Evit muioc’h a ditouroù : Teatr Penn-ar-Bed - Ma vefen c’hwi
  • La Caminata eo ur c’henlabour etre div gumpagnuniezh : La Obra hag an Andamio Teatro Raro deus Bro Gwatemala. Daou arzour gwatemaltiz zo erruet e Breizh e fin miz Here : Luis Carlos Pineda, leurenner ha Ruben Avila, komedian. Labourat a reont a-gevret war dem an treuzvroañ. Ar pezh a vo c’hoariet e brezhoneg, spagnoleg hag istitlet e galleg. Gant rezidañsoù krouiñ e ya war raok al labour : 15 - 19/11 : rezidañs e Plougerne. 21- 26/11 : rezidañs e Ti Ar Vro Kemper. 05 - 9/12 : rezidañs e Plabenneg. 19 - 31/12 : rezidañs e Ti an Dud e lire suite
  • Servij keodedel gant Ar Vro Bagan

    Merc’her 26 a viz Here 2016

    Pellgargañ ar gemennadenn.
  • Tro dro d’ar Festival Teatr Brezhonek

    Meurzh 4 a viz Here 2016

    14 pezh-c’hoari disheñvel a vo kinniget etre an 13/10 hag an 13/11 evit ar 5vet Festival Teatr Brezhonek. Met darvoudoù all liammet gant ar c’hoariva a vo ivez : 13/10 - 7e30 - Digoradur ar Festival e c’hoariva Max Jacob e Kemper (kevelerezh : C’hoariva, Ti Ar Vro Kemper ha Théâtre Max Jacob). Goude banne al lid digeriñ e c’hellor gwelout ar pezh-c’hoari Distro gant ar Gompagnunezh Madarjeu. Dizoloiñ krouidigezhioù war ar stern Dizoloiñ daou zanvez pezh-c’hoari a vo kinniget d’an arvestourien, Unan amatour : Galnys (gant Tro-Didro) d’an 21/10 Unan lire suite
  • C’hoariva e Gouel levrioù Karaez

    Sadorn 1añ a viz Here 2016

    Stand C’hoariva e saloñs levrioù Karaez Ur stand liesembannerien gouestlet d’ar c’hoariva a vo dalc’het ganeomp e trepas saloñs levrioù Karaez. A drugarez d’un emglev gant Kuzul ar Brezhoneg, Skol Vreizh hag ar gevredigezh Bleun Brug (evit levrioù Emgleo Breiz) e c’hellimp lakaat war wel levrioù c’hoariva d’ar publik. D’an 29/10 da 3e g.m. - Korn ar vugale : Eskemm war ar c’hoariva iwerzhonat troet ha c’hoariet e brezhoneg. Da betra ha penaos treiñ c’hoariva iwerzhonat ? Petra hor broud d’en ober ha peseurt levezon en deus warnomp ? Komedianed ha lire suite
  • Lakit en ho teiziataer mareoù talvoudus ar Festival : 13/10 - Digoradur - "Distro" gant strollad Mad ar Jeu - Teatr Max Jakob - Kemper (kevelerezh gant Ti ar Vro Kemper) 13-21/10 ha 03-10/11 - Troiad pezhioù er skolioù 21-23/10 - Dibenn sizhun ar strolladoù amatour - E meur a lec’h (kevelerezh Ti ar C’hoariva, Oaled Landelo…) 22/10 - Abadenn gentañ "Ma vefen c’hwi" gant Teatr Penn-ar-Bed - Ti ar C’hoariva - Brest 27/10 - Dizoloiñ ul labour krouiñ war ar stern "La Caminata" gant La Obra - Ar Sterenn - Tregon (kevelerezh gant sal ar Sterenn) lire suite
  • C’hoariva, yaouankiz hag Amerika Latina LA OBRA, ur strollad c’hoariva a vicher hag a zo kustum da sevel liammoù etre Breizh hag Amerika Latina a glask un den (plac’h pe baotr) evit labourat war demoù ar minorelezhioù dre ar c’hoariva, an hent sokial hag ar yezhoù. Daou ahel a zo gant ar strollad : ar c’hrouiñ micherel hag ar stummañ evit ar re yaouank dre raktresoù hag eskemmoù etrevroadel. Doare den : unan yaouank, brezhoneger-ez gant ar c’hoant ober ur servij sivik er strollad adalek miz Here 2016 betek miz Ebrel 2017. Kefridioù : Heuliañ lire suite
  • Ar C’homparsa ! Strollad LA OBRA a ginnig d’ar re yaouank pemp devezh staj tro dro d’ar skasoù, awenet gant arzoù ar c’homparsa e Amerika Latina. Penaos aozañ un abadenn, sevel ur raktres pe treuzfurmiñ ul lec’h foran en ur implij ar skasoù ? Setu pezh a vo desket a-hed ar staj. Ar stummadur a vo e-pad vakansoù an diskar amzer, etre ar Yaou 20 hag al Lun 24 a viz Here, e Beuzeg ar C’hap. Kemeret e vo perzh ivez e Festival Teatr Brezhonek d’ar sadorn 22 a viz Here e Ti ar C’hoariva (Brest). Digor eo ar staj d’an holl (15 plas), degasit ho pinviji lire suite
  • Ur veaj e Bro Gembre

    Sul 4 a viz Gwengolo 2016

    An holl ditouroù war ar veaj hag ar pezh-c’hoari.
  • Mont e darempred gant Diwan eil.derez@diwan.bzh pe 02 98 21 33 69.
  • Ar skolajidi war al leurenn

    Merc’her 10 a viz Eost 2016

    Eizh strollad deus ar 6vet betek an 3de klas o deus c’hoariet pezhioù-c’hoari o doa labouret a-hed ar bloavezh skol. Pep pezh a bade etre 15 ha 25mn. Tro hon eus bet da welout taolennoù brav, traoù disheñvel, dic’hortoz a-wechoù. An evezhiadennoù dre lizher kaset goude an devezh d’ar strolladoù a chom ar memes re hag ar bloavezhioù tremenet : liveoù mouezh re izel, an distagadur hag ar pouez-mouezh, emzalc’hioù zo war al leurenn… Evel boaz ivez hon eus merzet ar skolajidi o doa pleustret gant tud stummet war ar c’hoariva pe gant kelennerien o doa lire suite
  • Ober c’hoariva e KEAV

    Lun 4 a viz Gouere 2016

    Ar c’hamp etrekeltiek a vrezhonegerien a zo bep bloaz e Kastellin e-pad ur sizhunvez (10 betek 16/07/2016). Ar brezhoneg n’eo ket un danvez studi nemetken, met ur benveg eskemm diouzh an endro hag ar vuhez a-vremañ. Setu perak vez kinniget rummadoù kentelioù war demoù liesseurt (distagadur, dañs ha kan, kazetenniñ ha… c’hoariva). Petra ‘vo graet er rummad c’hoariva ? 1. Graet e vo anaoudegezh gant ar c’hommedia dell’ arte Ar pal eo labourat war tudennoù kommedia dell ‘arte, war demz spered pep hini anezhe ; war ar santimantoù ha c’hoari war ar prim. lire suite
  • Stal-labour c’hoariva KLT war al leurenn

    17/06 - 8e30 - Sant-Seo

    Gwener 1añ a viz Gouere 2016

    Deskidi ar stal-labour "Teatr e brezhoneg", renet gant Bob Simon, zo laouen ouzh ho pediñ da zont da sellet ouzh o abadenn fin ar bloaz. 9 fablenn eus La Fontaine, adwelet ha kempennet gant Paul Treoure. 8e30 noz - Ti ar c’hevredigezhioù - Sant-Seo - Digoust Padelezh : 1 eur.
  • Tud deuet int hag o deus choazet peurlipat o brezhoneg dre ar c’hoariva. A-hed ar bloaz o deus labouret pezhigoù gant Bob Simon bep Lun noz e ti Sked e Brest. D’ar Sadorn 11 a viz Even e kinnigint disoc’h o labour da 3e g.m. e Ti an Holl Kerbêr e Brest ha c’hoariet e vo ganto un heuliadenn sketchoù "En ti-gar". Ul laz-kanañ a vo ivez evit kanañ e brezhoneg (stal skol sonerezh Brest). Digor d’an holl.
  • C’hoarvezout a ra an istor er Grennamzer uhelañ en ur vro geltiek (predenek). Ul lodennig eus ar pezh-c’hoari a vo war-gan met gant ul laz-kanañ e vo kemeret an tamm-se e-karg. Ne vo ket ret d’ar gomedianed kanañ eta. Ar pleustradegoù a vo peurliesañ e Kerne-Izel. Diouzh an dro e c’hellfemp pleustriñ e lec’h all ivez. N’eo ket ret deoc’h kaout kalz a skiant-prenet war ar c’hoari-pezh (gwell a-se m’ho peus evel-just). C’hoantaat a reomp avat ma vo flour ar brezhoneg ganeoc’h (brezhoneg e vo hor yezh labour) ha ma voc’h kontant da bleustriñ war an lire suite
  • Redek evit ar brezhoneg

    Lun 25 a viz Ebrel 2016

    Setu eo deuet mare ar pempvet Redadeg. Tud a vo o redek war hentoù Breizh evit difenn ur gwir diazez : komz ur yezh. Hag e-touez an dud-se e redo lod anezho evit un arz bev dre gomz : ar c’hoariva. Mersi bras d’ar Redadeg evit e sikour da raktresoù c’hoariva zo, al lec’hienn internet-mañ en o mesk. Ha ma emaoc’h poazh gant ar c’hoant da redek evit ha gant strolladoù c’hoariva… lammit en ho potoù sport ha degemer mat ! Kavit amañ dindan ar strolladoù c’hoariva a gemero perzh : La Obra : Km 0 - 29/04 - Sant Ervlan - Ar strollad a vo e-touez ar re a lire suite
  • Prantad 3 La Comparsa

    Sadorn 23 a viz Ebrel 2016

    Re yaouank LA OBRA e Bro Italia D’ar 26 a viz Ebrel a oa aet kuit da Bolonia ur strollad 8 den yaouank brezhoneger eus Lise Diwan evit kemer perzh en trede prantad La Comparsa. La Comparsa zo un eskemm etrevroadel skasoù, sirk ha c’hoariva kenaozet gant La Obra (Breizh), Oltre Asociazione (Italia) ha Jugenkulturarbeit (Alamagn). Barrek e vint neuze d’an 29 ha 30 a viz Ebrel evit kemer perzh e dibunadeg vras Gouel ar Soubenn e kêr Bolonia. Tro hor bo da welout anezho ivez (hag eus a-bell sur a-walc’h !!) e-kerzh ar lire suite
  • Laouen e oa aozerien ar c’hejadennoù (Teatr Piba, Sked ha C’hoariva) gant disoc’h an daou zevezh. Klaskerien a oa bet pedet d’an devezh kentañ evit reiñ prezegennoù. Ur mare pouezus evit damkanañ ha bezañ distok diouzh o fleustroù c’hoariva. Temoù disheñvel zo bet lakaet war wel : Madalena Gonzalez eus Skol-Veur Avignon he deus displeget deomp ar perak hag ar penaos eus c’hoariva ar minorelezhioù en hor bed a-vremañ. Hervezi leurenn ar c’hoariva zo ul lec’h evit arselliñ ur gevredigezh ha kelaouiñ ar publik. Un doare eo da lakaat war wel ur bihanniver lire suite
  • Strollad La Obra er Redadeg

    Sul 20 a viz Meurzh 2016

    LA OBRA, strollad c’hoariva a gustum liammañ Breizh hag Amerika Latina a gemero perzh a-hed ar Redadeg 2016 : E Naoned d’an 29 a viz Ebrel evit reiñ ar vazh test d’an hini kentañ a vo o redek. E Douarnenez d’ar 5 a viz Mae, da 6e e tibuno war ar pont etre Douarnenez ha Treboul, ur strollad tud yaouank war skasoù. Goude se e vezint gwelet endro e Poullan pa dremeno ar Redadeg er vourc’h hag endro e Douarnenez evit ar gouel diouzh an noz. E-pad ar mare-se e vo komedianed La Obra o redeg ar c’hilometr 1287 dirak ar Garreg Wenn da 6e34 noz, deuit lire suite
  • Ezhomm komedianed evit c’hoari "Ma vefen c’hwi"

    Merc’her eil a viz Meurzh 2016

    "Ma vefen c’hwi", ur pezh diwar "Douce vengeance et autres sketches" skrivet gant Hanokh LEVIN. Pevarzek pezh berr zo bodet en ul levr a-benn diskouez skeudennoù nevez teatr flemmus ha farsus Hanock Levin. Ampart eo an dramaour eus Israel evit ober ur paz a-gostez a-benn bountañ un tamm ordin deus ar vuhez pemdeziek etrezek ur menoz hep skiant ha distourmus. En heuliad pennadoù-mañ, lemm ar skrid anezhe, e kinnig Levin ur rummad a dudennoù prest d’ober n’eus forzh petra evit kregiñ barz dibennaj ar vuhez... nemet kemer ar riskl da vevañ evit lire suite
  • Eil troiad liseidi Karaez

    Gwener 26 a viz C’hwevrer 2016

    Schtroumpfed ruz. Schtroumpfed glas. Un teñzor. Ur wech e oa, ur wech ne oa ket met ur wech e oa memestra, daou strollad schtroumpfed enebourien : unan ruz, unan glas. Un deiz e kav ar Schtroumpf Bras ul levr. Ul levr a vez anv ennañ eus un teñzor da zizoloiñ. Peadra da lakaat da greskiñ an enebiezh etrezo. Met evit dont a-benn e vo dav dezho talañ ouzh dañjerioù ha riskloù zo. Ha gant piv ez aio ar maout ?
  • Ur follenn-nij evit brudañ ar c’hoariva er skol

    Meurzh eil a viz C’hwevrer 2016

    Pal “Skol C’hoariva” ? Diorren ar c’hoariva e skolioù Breizh ha lakaat tud a vicher da zont er c’hlasoù evit sikour ar skolidi hag o c’helennerien da sevel pezhioù-c’hoari. Ar Rannvro a gemero e karg 35% eus priz un eurvezh. Da lavaret eo e vo arc’hantaouet 17,50€ evit un eurvezh da 50€. Chom a raio d’ar skol da baeañ 32,50€/eurvezh. Ma emaoc’h dedennet evit ho klas, deuit e darempred gant ar gevredigezh hag e vo kaset deoc’h listenn ar gomedianed a c’hello dont en ho skol. Grit trouz tro dro deoc’h evit brudañ Skol C’hoariva lire suite
  • Skrivañ evit ar c’hoariva e brezhoneg

    Lun 1añ a viz C’hwevrer 2016

    Aozet gant Teatr piba, SKED, C’hoariva, gant sikour KEBK ha Ti ar C’hoariva. Ar programm (berr-ha-berr - programm da vezañ resisaet) Gwener 18 a viz Meurzh Divizoù, prezegennoù, tabutoù Digor d’an holl. Gant kelennerien-klaskerien. Ur sell bedel war c’hoariva ar minorelezhioù ; skridoù ha troidigiezhioù evit ar c’hoariva a-vremañ e brezhoneg ; krouiñ, skrivañ, embann ha skignañ c’hoariva a-vremañ e brezhoneg : perak ? penaos ? evit peseurt publik ? Sadorn 19 a viz Meurzh Devezh studi & stalioù labour Digor d’an arbennigourien. Eskemm ha lire suite
  • Staj c’hoariva evit ar vugale

    Merc’her 27 a viz Genver 2016

    Ur staj e Plougerne e ti Ar Vro Bagan evit abuziñ ec’h amzer oc’h ober c’hoariva. Etre an 8 hag an 11 a viz C’hwevrer. Bep mintin : 10e30 - 12e00. Staj brezhoneg - galleg. Muioc’h a ditouroù
  • Dizoloiñ arz ar furlukined

    Meurzh 5 a viz Genver 2016

    Ur staj kaset da benn gant Piero Magère eus kompagnunezh «Drôle d’Oiseau». Paotr mil micher an arvestoù eo Piero : komedian, furlukin, ouesker, jangler, oberour, leurenner, prestaouer… Ur staj savet evit an dud o deus c’hoant ober anaoudegezh gant ar furlukin, o deus c’hoant mont d’ar pep pouezusañ, d’ar pezh a ra mab-den gant e sioù fall hag e fezhioù mat, evit ar re o deus c’hoant bevañ un abadenn varzhel e-kerzh un dibenn sizhun... Ar staj a vo divyezheg : brezhoneg-galleg. Chom da gousket war lec’h ar staj a vo posubl. Muioc’h a ditouroù - 06 38 lire suite
  • Termenidi Diwan e levr ar rekordoù ?

    Lun 4 a viz Genver 2016

    Respont : 16 gwech e-kerzh 5 devezh ! Ha n’eo ket bet kontet niver an arvestourien yaouank, niver a re o deus c’hoarzhet gant troioù-kamm ar Schtroumpfed, ar re o deus leñvet o welout Gargamel, niver ar c’hilometradoù redet evit mont a skol da skol. Hag ar blijadur o deus bet o c’hoari a zo divuzul ivez... War hentoù Breizh e vint c’hoazh e miz Meurzh evit un eil troiad c’hoariva. Gourc’hemennoù tud yaouank ! Evit sellout ouzh reportaj France lire suite
  • Teknikoù c’hoariva war ar prim

    Lun 4 a viz Genver 2016

    C’hoariva war ar prim e galleg a vez graet gant Nikolas abaoe 4 bloavezh e strollad GIGN (Guilde d’Improvisation Guidéloise Nomade). Plijadur a vo gantañ sur eo ! Dizoloiñ ar c’hoari war ar prim, deskiñ selaou gwelloc’h, sipañ e spered ha kavout e blas war al leurenn, kaout emfiziañs evit c’hoari dirak ur publik setu ar pezh a c’hell degas deoc’h ar c’hoariva war ar prim... 10e-12e : staj e brezhoneg. 2e-4e : staj e galleg. Titouroù ha lakaat ec’h anv: Ti ar Vro Bro Kemperle : 06 73 88 19 lire suite
  • Etre Karaez ha ront, setu anv strollad berrbad liseidi Diwan evit 2016 hag a ginnigo un arvest gouestlet d’ar vugale. Bep bloaz e vez krouet ur pezh-c’hoari gant ar c’hentaidi dezho da vont ar bloaz war-lerc’h e ginnig e skolioù Breizh. A benn nebeut eta ez aimp da redek bro evit kinnig o fezh-c’hoari nevez "Fulor ruz ha c’hoarzh glas". Un dek skoliad bennak o deus pleustret gant harp Paskal Cariou hag o c’helenner Yann-Fañch Jacq. Diverradenn ar pezh-c’hoari : Schtroumpfed ruz. Schtroumpfed glas. Un teñzor. Ur wech e oa, ur wech ne oa ket met lire suite
  • Ur 15 bennak a dud a oa deuet evit divouedañ e benn e Landelo d’an 21-22 a viz Du. Goude bezañ degaset da soñj da izili C’hoariva palioù pennañ ar rouedad (Liammañ, Brudañ, Treuzkas, Diorren) eo bet lakaet ar gaoz war dazont ar c’hoariva. D’ar Sadorn d’endervezh e oa deuet Francis Favereau evit ur brezegenn diwar-benn istor ar c’hoariva e Breizh. Peadra evit ar strolladoù da lakaat o fleustr en istor bras ar c’hoariva. Céline Soun eus strollad La Obra he doa buhezet an dibenn sizhun. Labouret e oa bet a-stroll ha dre strolladoù bihan gant tresadennoù ha lire suite
  • Emvod bras evit rouedad C’hoariva

    Lun eil a viz Du 2015

    Divizet eo bet gant kevredigezh C’hoariva aozañ un dibenn sizhun evit prederiañ war ar c’hoariva ha war rouedad ar strolladoù c’hoariva. Céline Soun eus strollad La Obra a sikouro evit kas da benn an emgav pouezus-mañ. Eskemmet e vo war meur a zem : palioù ar rouedad hiziv an deiz, e zazont, an treuzkas, ar c’hoariva evit ha gant ar yaouankiz, an divyezhegezh, ar stummoù c’hoariva hag all... Peadra da labourat eta ! Plijadur hor bo da zegemer Francis Favereau d’ar Sadorn adalek 2e30 g.m. evit ur brezegenn digor d’an holl war ar c’hoariva e lire suite
  • Stajoù gant strollad La Obra

    Lun eil a viz Du 2015

    Staj krouiñ maskloù Maya Krouiñ ha sevel ur maskl awenet gant ar c’hoariva hengounel Maya. Ur staj kaset da benn gant Josue Rajpop ha Diana Talavera. Staj teiryezheg : brezhoneg, spagnoleg, galleg. D’ar Sadorn 14 a viz Du ha d’ar Sadorn 19 a viz Kerzu (adalek 15 bloaz). Priz : 60€ (an dafar e-barzh). Staj Mikroc’hoariva Dizoloiñ teknikoù ar mikroc’hoariva, krouiñ a-stroll ha pleustriñ e lec’hioù foran. Ur staj kaset da benn gant Diana Talavera. Evit ar yaouankiz : 15-25 bloaz. Staj teiryezheg : brezhoneg, spagnoleg, galleg. D’ar Sul 15 a lire suite
  • La Comparsa eo ur gouel poblek eus Amerika ar Su deuet da vezañ un arouez eus adc’hounid al lec’hioù foran. An dud yaouank bodet e-pad ur sizhunvezh o deus labouret war an arzoù-straed : c’hoariva, skasoù, jangliñ, sirk... ha sevel gwiskamantoù. Daou strollad a oa gant palioù disheñvel : Unan gant 21 den yaouank, 7 brezhoneger, 7 alaman ha 7 italian. Bodet e oant evit deskiñ an arzoù-straed skasoù en o zouez. Ar re-se en em gavo en-dro e miz Genver 2016 e Bro Alamagn hag e miz Ebrel e Bro Italia evit mont war-raok gant al labour kroget. Gallout a lire suite
  • Pelec’h pleustriñ war ar c’hoariva ?

    Lun 7 a viz Gwengolo 2015

    Stalioù evit lazhañ div c’had gant un tenn : pleustriñ war ar c’hoariva kement hag ar yezh ! Stal e Brest aozet gant SKED : Lun da noz gouzout hiroc’h. Stal e Montroulez aozet gant KLT : Merc’her da noz gouzout hiroc’h. Stal e Plougerne aozet gant Ar Vro Bagan : Merc’her da noz gouzout hiroc’h. Stal evit ar vugale e Porsal gant strollad Plougin : Merc’her da vintin gouzout hiroc’h. Stal e Rostrenn aozet gant EMDKB : Bep eil Merc’her da noz gouzout hiroc’h. Stal e Treouergad aozet gant strollad Plougin : Meurzh da lire suite
  • Faltazi radio war-eeun gant Teatr Piba

    Sadorn 5 a viz Gwengolo 2015

    Evit ar wech kentañ e brezhoneg eo bet skignet war-eeun un abadenn faltazi evit ar radio. 60 den bennak a oa deuet evit an dro. Roet e oa bet d’an arvestourien da glevout "Ar maezioù" ur pezh-c’hoari troet gant Mich Beyer diwar "The country" gant Martin Crimp. Met da welout a oa ivez war leurenn an Artemuz. Ur gwir arvest benn ar fin ! Pep tra a oa gwelet war al leurenn gant ar publik : Tu porzh (tu kleiz) : An 3 zeknisian (Jean-Marie Ollivier, Gwenolé Peaudecerf, Gaël Hélary) a rae war dro an teknik hag ar skignañ. Al leurenner "mut" lire suite
  • Meur a staj kinniget gant La Obra

    Sadorn 5 a viz Gwengolo 2015

    Staj krouiñ maskloù Maya Krouiñ ha sevel ur maskl awenet gant ar c’hoariva hengounel Maya. Ur staj kaset da benn gant Josue Rajpop ha Diana Talavera. Staj teiryezheg : brezhoneg, spagnoleg, galleg. D’ar Sadorn 14 a viz Du ha d’ar Sadorn 19 a viz Kerzu (adalek 15 bloaz). Priz : 60€ (an dafar e-barzh). Staj Mikroc’hoariva Dizoloiñ teknikoù ar mikroc’hoariva, krouiñ a-stroll ha pleustriñ e lec’hioù foran. Ur staj kaset da benn gant Diana Talavera. Evit ar yaouankiz : 15-25 bloaz. Staj teiryezheg : brezhoneg, spagnoleg, galleg. Priz : 20€. lire suite
  • Un arvest nevez gant Strollad Kallag

    Yaou 3 a viz Gwengolo 2015

    Evit muioc’h a ditouroù mont e darempred gant ar strollad.
  • Krouidigezh Ludu Du

    Yaou 3 a viz Gwengolo 2015

    La Obra a ginnig da grennarded zo krouiñ an arvest Ludu Du. Bevañ avañtur ar c’hoariva a-benn krouiñ ur pezh-c’hoari adalek al lennadenn gentañ betek troiad ar pezh. Daou strollad a vo : unan gant krennarded (14-18 bloaz) hag egile gant tud deuet. Ur Sadorn bep miz etre miz Gwengolo ha miz Kerzu evit prientiñ ar pezh hag a vo kinniget war lec’h d’an arvestourien. Koust : 50€ Titouroù : 09 52 56 31 25 pe skrivañ
  • Deskiñ ober gant skasoù

    Lun 24 a viz Eost 2015

    C’hoant ho peus bezañ en hoc’h aes o vale gant skasoù ? La Obra a ginnig d’an dud yaouank (15-25 bloaz) ur stal evit mont war skasoù. Stal teiryezheg : brezhoneg, spagnoleg galleg. Ur stal kaset da-benn gant Tangi Sanner ha Diana Talavera. Pegoulz : Bep Merc’her etre 4e30 ha 6e30 Pelec’h : Porzh-Rhu e Douarnenez. Priz : digoust met ret e vo lakaat e anv. Evit gouzout hiroc’h ha lakaat e anv : 09 52 56 31 25 pe lire suite
  • A-raok ar gomz : krouiñ an dudenn

    Sadorn 22 a viz Eost 2015

    La Obra a ginnig d’an dud deuet ur stal c’hoariva e teir yezh : brezhoneg, spagnoleg, galleg kaset da benn gant Diana Talavera. Labouret e vo war grouidigezh an tudennoù oc’h en em lakaat e-barzh ar jeu ha gant ar jestroù. Pegoulz : Bep Meurzh noz etre Miz Gwengolo ha Kerzu - adalek 8e betek 10e. Lec’h : Douarnenez. Priz : 50€. Evit gouzout hiroc’h ha lakaat e anv : 09 52 56 31 25 pe skrivañ
  • Evit gouzout muioc’h
  • Nena ha Polo Foeterlukined, ur pezh-c’hoari 45mn kinniget gant ar strollad La Obra ha kaset da benn gant Tifenn Lineatte hag Erwan Hameury. Nena ha Polo
  • La Obra zo o klask 2 servij keodedel

    Lun 10 a viz Eost 2015

    Servij Keodedel 1/2 Emañ STROLLAD LA OBRA o klask unan yaouank evit heuliañ ur servij keodedel tro-dro d’ar c’hoariva adalek miz Here. Ar pezh a vo da ober : sikour evit aozañ ha skignañ ar raktresoù c’hoariva evit ar re yaouank, heuliañ ar pleustradegoù hag an droiad c’hoariva, h.a… Labouret e vo a-stroll gant ur servij keodedel all hag ur gomedianez eus bro Spagn e SVE. Komz ha skrivañ brezhoneg dre ret, 8 miz e Douarnenez, bezañ dindan 26 vloaz. 570 € / miz. Servij Keodedel 2/2 Emañ STROLLAD LA OBRA o klask unan yaouank evit heuliañ ur lire suite
  • Re an tu all : ul levr + ur CD embannet

    Sul 21 a viz Mezheven 2015

    Yann Fulub Dupuy en deus skrivet ha leurennet ar pezh-c’hoari Re an tu all evit ar strollad Tro Didro. Gallout a reoc’h adkavout an destenn hag ar pezh enrollet gant komedia/ned-nezed ar strollad en ul levr-CD. Ti-embann an Alarc’h. 9€ an tamm. Evit gouzout hiroc’h : Kuzul ar Brezhoneg ha chomlec’h C’hoariva Mont e darempred gant an oberour : skrivit deomp.
  • GALV SOUTEN EVIT PRIVEZIOÙ PUBLIK

    Sadorn 20 a viz Mezheven 2015

    Soutenit ur gompagnunezh yaouank evit he c’hrouidigezh gentañ a vicher dre al lec’hienn berzhiañ Kengo. Ret eo ober buan peogwir e klaskont tapout 4600 € a-benn ar 14 a viz Gouere evit o fezh-c’hoari Privezioù Publik (abadenn gentañ d’ar 04/07). Muioc’h a ditouroù war lec’hienn Paritito Pe kit war eeun war lec’hienn Kengo An arc’hant a vo implijet evit paeañ an dud a-vicher o deus labouret evit leurenniñ ar pezh-c’hoari ha krouiñ ar c’hoari gouleier (3 000 €). An dafar evit ar c’hinkladurioù (650 €) hag ar skignañ (krouiñ ha moullañ ar skritell : 950 €) lire suite
  • Un abadenn gant stal c’hoariva SKED

    Gwener 19 a viz Mezheven 2015

    An daou strollad eus stal c’hoariva Sked e Brest o deus kinniget o labour d’ar publik. War al leurenn int pignet evit c’hoari daou bezh savet ganto e-pad tri miz diwezhañ o stummadur (30mn pep pezh). Plijadur ’z eus bet sur eo ha n’eo ket marteze ! Ar pezhioù kinniget : Mojennoù : emgavioù ha divizoù en dro d’ur bank en ur park publik, liammet an danvez anezho gant mojennoù Yann ar Feunteun, bet lakaet ken brav e brezhoneg gant Paotr Treoure. Al Laz-kanañ : ur pezh-c’hoari evit krennarded gant JP Alègre, troet a stroll ha kempennet evit re lire suite
  • Staj c’hoariva forom e Landelo

    Yaou 18 a viz Mezheven 2015

    Ne oant ket niverus ar stajidi e Landelo d’ar 6-7 a viz Even evit ar staj c’hoariva forom kenaozet gant stummerezed Paritito ha C’hoariva. Met an aergelc’h a oa mat hag an danvez dedennus kenañ. Labouret o deus an 8 stajiad evit ober forom war dem ar yezhoù er vuhez foran ha prevez.
  • War an hent mat eo krouidigezh nevez ar strollad Paritito. Goude lennadenn bublik Privezioù Publik en ur sal leun chouk e Montroulez, ar strollad a gendalc’ho gant labour krouiñ ar pezh e-kerzh ur rezidañs hag a vo dalc’het etre an 22 hag an 30 a viz Even er Chapel Derezo e Brest. Lakit ur groaz en ho teiziataer : d’ar 4 a viz Gouere e vo c’hoariet ar pezh evit ar wech kentañ en Eskivien. M’ho peus c’hoant heuliañ traoù nevez ar strollad kit da weladenniñ : o blog pe o fajenn lire suite
  • TEATR PIBA & EKOMIRDI AR MENEZIOÙ ARE A GIINIG DEOC’H KEMER PERZH, EN UN ABADENN C’HOARIVA DIBAR A VO DALC’HET ETRE AR 26 A VIZ EBREL HAG AR 27 A VIZ EVEN 2015 e SANT RIWAL. SAVET E VO, ASAMBLES GANEOC’H, UR PEZH C’HOARI WAR VALE, DIWAR DASTUMADEG KAOZIOÙ ANEZIDI AR MENEZIOÙ ARE (E BREZHONEG/GALLEG), A ZIWAR HO SKIANT PRENETGANT AL LIORZH. KINNIGET E VO AN ARVEST DIVYEZHEK D’AR GWENER 26 HA D’AR SADORN 27 A VIZ EVEN, E RIBINOÙ HA LIORZHOÙ, TRO DRO DA DI GORNEG SANT RIWAL. KOMEDIANEZED HA KOMEDIANED A YOULL VAT PE DERAOUIDI, ADALEK 17 VLOAZ, lire suite
  • Rezidañs strollad Paritito

    Yaou 9 a viz Ebrel 2015

    Etre ar 16 hag ar 27 a viz Meurzh e oa ar strollad Paritito e rezidañs e Kemeneven (e ti kompagnuniezh Tro Heol) evit krouiñ ur pezh nevez : Privezioù Publik skrivet gant Mélanie Giotto. Divyezheg e vo ar pezh. Véronique Helies a ra war dro al leurenniñ ha Laors Skavenneg a ren ar c’homedianezed. Un eil rezidañs a vo e Montroulez etre ar 7 hag an 10 a viz Mae evit kenderc’hel gant krouidigezh ar pezh. Gallout a reoc’h mont da selaou al lennadenn gentañ eus an destenn d’an 18/05 (gw. a-us en deiziataer). Evit gouzout hiroc’h war strollad Paritito. lire suite
  • Staj digomz evit labourat gant ar c’horf

    Merc’her 8 a viz Ebrel 2015

    D’an 11-12 a viz Ebrel eo bet bodet 13 plac’h e Ti ar C’hoariva e Brest e-kerzh ur staj didrouz evit labourat gant ar c’homedian bouzar Levent Beskardes diwar-benn an eztaoliñ hag ar c’hehentiñ dre jestroù. Desket eo bet komz gant ar c’horf, an dremm, an daouarn ha desket eo bet ar basianted ivez... Un dro gaer ! Reportaj An Taol Lagad FR3 Lecture Staj eztaoliñ ha kehentiñ dre jestroù gant Levent Beskardes gant C’hoariva lire suite
  • Echu gant troiad 2015 liseidi Karaez

    Meurzh 7 a viz Ebrel 2015

    Ur wech ouzhpenn eo bet krouet ur strollad berrbad gant 13 lisead Diwan Karaez troet war ar c’hoariva : Strolardoñs. An abadenn “War zu an heol” savet ganto zo bet c’hoariet un 40 gwech bennaket etre miz Kerzu 2014 ha miz Meurzh 2015 dirak 2 500 skoliad e Breizh a-bezh. Gourc’hemennoù dezho ! Tammoù eus ar pezh e skol Diwan Kemperle
  • Aet eo Naig Rozmor d’an anaon

    Sul 1añ a viz Meurzh 2015

    Aet eo Naig Rozmor d’an anaon disul mintin (15/03/2015). Skrivagnerez ha barzhez e oa Naig Rozmor. Skrivet he doa pezhioù-c’hoari en o zouez Ar Mestr c’hoariet gant Strollad ar Vro Bagan. Adkavit war hol lec’hienn ar bajenn eo gouestlet dezhi. Hec’h obidoù a zo bet lidet d’ar 17 a viz Meurzh da 4e30 e Kastell-Paol.
  • Anv Remi Derrien a vo roet da Oaled Kerien

    Sadorn 31 a viz Genver 2015

    Un den brudet e oa Remi Derrien e bed ar c’hoariva e brezhoneg. Savet eo bet strollad Teatr Penn ar Bed gantañ, ’samblez ga’ eun toullad studierien, e 1974. Marvet eo e 2009. A orin eus Kerien e oa. Divizet eo bet gant ar gumun dougen enor dezhañ o reiñ e anv d’an oaled ti-kêr nevez.
  • Daou bezh-c’hoari nevez e Kawan

    Meurzh 18 a viz Du 2014

    C’hoariet e vo evit ar wech kentañ Orkestr Stalabar pezh-c’hoari nevez strollad C’hoari Las e Kawan, sez ar strollad. Evit an dro e pedont ar strollad Biz ar Glav o c’henseurted eus Bro Gerne hag a c’hoario An Hentenn. Plijadur a vo ! An daou bezh-c’hoari-se zo bet leurennet gant Tony Foricheur.
  • Emellañ war ar c’hoariva er skolioù

    Buhezet gant Bernard Grosjean

    Lun 20 a viz Here 2014

    Ar staj-mañ a vo e galleg. Public : Artistes intervenants, animateurs théâtre initiés et enseignants Dates : Samedi 10 et dimanche 11 janvier 2015 Horaires : samedi : 13h-19h30 / dimanche : 10h-17h Lieu : MJC/MPT de Kerfeunteun Modalités : 50 € inscription individuelle (+ 7 € d’adhésion) / 250 € inscription prise en charge par l’employeur au titre de la formation continue Contenu : À partir de quelques principes pour organiser le travail en atelier et de l’étude de cas sur des situations problématiques rencontrées par les stagiaires, lire suite
  • Sevel stummoù berr

    Staj buhezet gant Bernard Grosjean

    Sul 19 a viz Here 2014

    Ar staj-mañ a vo e galleg Public : Ce stage s’adresse aux participants du premier stage « Une approche de l’intervention théâtre en milieu scolaire » qui a eu lieu en janvier 2014, ainsi qu’aux stagiaires du stage des 10 et 11 janvier 2015. Dates : Du lundi 12 au mercredi 14 janvier 2015 Horaires : 9h-17h Lieu : La Maison du Théâtre Modalités : 90 € inscription individuelle (+ 7 € d’adhésion) / 450 € inscription prise en charge par l’employeur au titre de la formation continue STAGE Réalisation de formes brèves Objectif : Ce stage entend lire suite
  • John Lennon is dead

    Yaou 1añ a viz Mae 2014

    Ur pezh-choari kinniget gant tud yaouank stalier krouiñ c’hoariva deus Sant-Kadou ha skrivet gant Yann-Edern Jourdan.
  • Pezh-c’hoari nevez liseidi Karaez

    Merc’her 5 a viz Meurzh 2014

    Bep daou vloaz e vez krouet ur pezh-c’hoari gant liseidi Diwan. Un droiad a vez aozet ganto evit mont da ziskouez o labour dirak bugale skolioù an tri DI (Diwan, Div Yezh, Dihun). Bewech e cheñch anv ar strollad. Sot’ ha’ New eo anv ar strollad e 2014 hag ar pezh-c’hoari Soubenn Hud. Un droiad a vo fin miz C’hwevrer e skolioù Breizh : D’al Lun 24 a viz C’hwevrer Diouzh ar mintin : Kemper (Diwan Penharz), Kemper (Diwan Kervoguer) Diouzh an endervezh : Douarnenez (skol Fañch Gwilhou), Kemper (Jacques Prévert), Kemper (skolaj Diwan), Ploeur (skol lire suite
  • Ti annez skrivañ evit ar c’hoariva

    Lun 10 a viz C’hwevrer 2014

    Aozet e vo gant ar gevredigezh FEA ur staj skrivan evit ar c’hoariva, asambles gant Ricardo Montserrat, boaz da sikour raktresoù skrivan e Korsika, karterioù an Oriant pe war ar maez, e forzh peseurt yezh ( korseg, kalabreg, yezhoù repuidi Belgia eus ar bed a bezh). Priz : digoust - kenaozet gant Rannvro Breizh ha Departamant Penn-ar-Bed. Evit lakaat (h)ec’h anv : 06 79 14 96 87 pe : afea@laposte.net
  • 4re Festival Teatr Brezhonek

    Adalek ar 16/10 betek ar 16/11

    Sadorn 18 a viz Here 2014

    Ar 4re Festival Teatr Brezhonek a vo dalc’het etre ar 16/10 hag ar 16/11/2014. Meur a brantad kreñv a vo. Da gentañ d’ar 16/10 er C’hoariva Max Jacob e Kemper evit digoradur ar Festival. Degemeret e vimp amzer un dibenn sizhun e saloñs al levrioù Karaez (25 ha 26/10). Tro ho po e-pad an dibenn sizhun-mañ da : Gemer perzh en un daol-grenn diwar-benn ar c’hoariva er skolioù. Selaou ha klevout lennadennoù a bep seurt e-kerzh saloñs al levrioù e Tachenn ar Glenmor. Welout pezhioù-c’hoari e Tachenn Glenmor hag er Sinediks ha kemer perzh en ur lire suite
  • 5vet Festival Teatr Brezhonek

    Sul 6 a viz Du 2016

    Kroget d’ar Yaou 13 a viz Here e Kemper ar 5vet Festival Teatr Brezhonek a echuo d’ar Sul 13 a viz Du e Douarnenez, ur miz rik goude e zigoradur. Akavit ar programm e deiziataer al lec’hienn pe da bellgargañ o klikañ amañ.
  • 5vet Festival Teatr Brezhonek

    Yaou 1añ a viz Gwengolo 2016

    Ar 5vet abadenn Festival Teat Brezhonek a zo war ar stern ganeomp hag abaoe un nebeut mizioù emaomp o prederiañ, o skoulmañ liammoù, o taremprediñ gant kevelerien zo, o klask lec’hioù d’an abadennoù evit ma vefe brav ha lieseurt ar Festival-mañ. Lakaat war wel ar strolladoù c’hoariva ha brudañ ar c’hoariva e brezhoneg eo pal ar Festival. Ur c’hlaoustre e vez an aozadur bep daou vloaz : sevel un abadenn a-feson o programmiñ arvestoù a vicher hag a youl vat gant un nebeut gweneien (ha nebeutoc’h nebeutañ siwazh). Re a vartezeadennoù a chom c’hoazh evit ma lire suite
  • 9vet abadenn Devezh c’hoariva ar skolajidi

    Gwener 1añ a viz Gouere 2016

    7 skolaj a gemero perzh d’an 9vet abadenn-mañ. Perzhidi Devezh c’hoariva ar skolajidi d’ar 7 a viz Even : Skolaj Sant-Jozef - Plabenneg : Re 5vet : Istorioù karantez er restaorant (sketchoù) Re 6vet : Lenn ar morganezed (azasaet diwar Peter Pan) Skolaj Ar Govig - Lannuon : Re 4re : Afer Taupin (skrivet gant Alan Tudoret diwar teulioù e galleg) Skolaj E. Herriot - Rostrenenn Re 3de : Yann hag e glipenn (gant Pêr Jakez Heliaz) Skolaj Itron Varia a Esperañs - Kleder Re 6vet ha 5vet : Ar bleiz ha kabellig ruz (skrivet gant F’murr ha troet gant B. lire suite