Teatr brezhonek

Degemer al lec’hienn > C’hoariva > Keloù > 5vet Festival Teatr Brezhonek

5vet Festival Teatr Brezhonek

Yaou 1añ a viz Gwengolo 2016

Ar 5vet abadenn Festival Teat Brezhonek a zo war ar stern ganeomp hag abaoe un nebeut mizioù emaomp o prederiañ, o skoulmañ liammoù, o taremprediñ gant kevelerien zo, o klask lec’hioù d’an abadennoù evit ma vefe brav ha lieseurt ar Festival-mañ.

Lakaat war wel ar strolladoù c’hoariva ha brudañ ar c’hoariva e brezhoneg eo pal ar Festival. Ur c’hlaoustre e vez an aozadur bep daou vloaz : sevel un abadenn a-feson o programmiñ arvestoù a vicher hag a youl vat gant un nebeut gweneien (ha nebeutoc’h nebeutañ siwazh).

Re a vartezeadennoù a chom c’hoazh evit ma vefe diskoachet deoc’h ar programm resis met klask a reomp lakaat er jeu an holl strolladoù o do un dra da ginnig d’ar c’houlz-se.

Ha m’ho peus c’hoant pediñ strolladoù c’hoariva en ho korn bro deuit e darempred ganeomp !

Postel