Teatr brezhonek

Degemer al lec’hienn > C’hoariva > Keloù > 8vet Devezh C’hoariva ar skolajidi : Plijus !

8vet Devezh C’hoariva ar skolajidi : Plijus !

Lun 22 a viz Mezheven 2015

Bep miz Even a-baoe 2008 e vez aozet gant C’hoariva un devezh gouestlet d’ar skolajidi a ra c’hoariva er skol. Tro o deus da ziskouez war ul leurenn o labour c’hoariva ar bloavezh d’o c’hamaladed all. Bep bloaz e vez bodet etre 120 ha 150 skoliad eus an holl hentennoù. Digor eo an devezh-se d’an holl (ha digoust).
6 skolaj o doa kemeret perzh ar bloaz-mañ evit un abadenn eus ar c’hentañ. Santet hon eus ur gwir labour c’hoariva kaset da benn gant ar skolajidi, o c’helennerien hag o buhezourien. Kinniget eo bet 10 pezh-c’hoari gant istorioù, doareoù c’hoari ha leurenniñ liesseurt. Plijadur ’z eus bet kement gant ar c’hoarierien hag an arvestourien.

Ar berzhidi :

  • Skolaj Sant Jozef - Plabenneg - Anne Tredunit Ha JM Brault
    • 6vet - 10 skoliad - E Breizh ne ra glav nemet war an douristed - skrivet gant J.M. Brault hag ar skolajidi
    • 5vet - 9 skoliad - Emañ ar geot er bradenn - skrivet gant J.M. Brault hag ar skolajidi
  • Skolaj Diwan - Gwiseni - Jakez Ar Borgn
    • 3de - 14 skoliad - Western - Kempennet gant Jax
    • 3de - 14 skoliad - Amzer diroll - Kempennet gant Jax
  • Skolaj Brizeux - Kemper - Lenaig Monnier
    • 4re - 12 skoliad - Mirdi - skrivet gant J.M. Ribes
  • Skolaj Diwan - Ar Releg - Erwan Cloarec
    • 4re - 10 skoliad - Tammoù eus Mistero Buffo - skrivet gant Dario Fo
    • 3de - 12 skoliad - Tammoù eus Mirdi - skrivet gant J.M. Ribes
  • Skolaj Sant-Fransez - Lesneven - Serj Ar Rouz
    • 6vet - 10 skoliad – Priñs Tanguy
    • 6vet - 9 skoliad – Labourioù Héraclès
  • Skolaj Ar Gofig – Lannuon – Alan Tudoret
    • 6vet – skoliad – 3 mab o retorn eus ar skol – diwar ur gontadenn