Teatr brezhonek

Degemer al lec’hienn > C’hoariva > Keloù > Avaloù Vleago

Avaloù Vleago

Sadorn 30 a viz Mezheven 2018

Strollad Fubudennig eo breur bihan strollad Fubudenn, kroget e miz Gwengolo 2017. C’hoariet o deus e festival Taol Kurun, lodenn gentañ pezh c’hoari liseidi Diwan Karaez hag e miz meurzh evit miz ar brezhoneg e Kemperle.

C’hoariet eo ar pezh gant seizh komedian yaouank (CE2-6vet). Pleustradegoù a vez bep merc’her etre 4e ha 5e30 dindan renerezh Fanny Chauffin, sikouret gant leurennerien a vicher, hag a-drugarez da yalc’had ar rannvro evit stummadur ar strolladoù a youl-vat.

Ar pezh c’hoari ? Avaloù Vleago, ur gontadenn Bro Iwerzhon a zo bet skrivet ha c’hoariet gant strollad Ar Vro Bagan. Berraet (35 mn e lec’h un eurvezh), ouzhpennet traoù ar vro e-barzh (rimadelloù ha kanaouennoù bro Kemperle), setu ur gontadenn a blij d’ar re vras ha d’ar re vihan !