Teatr brezhonek

Degemer al lec’hienn > C’hoariva > Keloù > Bugale an Avel

Bugale an Avel

Sadorn 1añ a viz Mezheven 2019

« Bugale An Avel » a zo ur pezh-c’hoari e brezhoneg a gont istor Termaji, (tud ar veaj) a erru e kêr. Alexandre, ur paotr yaouank a vev er c’hêr-se. Un deiz e wel an Termaji o tremen er straed. Spiañ a ra anezho e-pad meur a zevezh, betek ma kouezfe tal ouzh tal gant ur plac’h he deus memes oad egetañ, Elena. Daoust ma ‘vez difennet dezhañ gant e gerent mont e darempred ganto, e teuont da vezañ mignoned, hag e krouont asambles un abadenn sonerezh hag arzoù liesseurt.

Kroget eo bet ar raktres-se e miz C’hwevrer, e kenlabour gant Ar Vro Bagan. Labourat a reomp gant div glasad 4reidi eus Skolaj Diwan Kemper hag ur c’hlasad 6veidi eus Skolaj Brizeux Kemper. Bez ’zo teir lodenn er pezh-c’hoari, pep hini c’hoariet gant ur c’hlasad.

Un arvest digor eo d’an holl, digoust, met ret eo lakaat e anv en a-raok o skrivañ da La Obra pe dre bellgomz : 09 52 56 31 25