Devezh C’hoariva ar skolajidi 2017

D’ar Yaou 1añ a viz Even skolidi tri skolaj a oa deuet da sal ar Roudour e Sant-Martin-war-ar-Maez evit c’hoari 4 pezh-c’hoari labouret ganto a-hed o bloavezh skol.

Un abadenn vihan a oa bet ar bloaz-mañ dre ziouer a berzhidi. Spi hon eus e vo muioc’h a strolladoù a-benn bloaz.

Ar pezhioù-c’hoari a oa a galite vat. Ar santimant en deus ar juriig savet bep bloaz e ya war wellaat al labour kaset da benn a-fed c’hoariva er skolajoù.

Ar pezhioù kinniget :

  • An tri forban gant re 6vet skolaj Sant Anton La Salle Lanniliz - ur pezh-c’hoari kinniget dezho gant Ar Vro Bagan diwar ur gontadenn gant Tomi Ungarer. Kelennerez : Anne Bodennec.
  • War un dachenn fobal gant re 4re skolaj Ar Gofig Lannuon - ur pezh-c’hoari gant Pêr Jakez Helias hag adwelet gant ar skolidi hag o c’helenner Alan Tudoret.
  • Bizou ar c’habiten gant re 4re Skolaj It. Varia Gwengamp - Ur vojenn hengounel ha lakaet e pezh-c’hoari gant Frederic Le Personnic kelenner war ar brezhoneg er skolaj.
  • Pebezh sirkus Alato ! gant re 3de skolaj Sant Anton Lassale Lanniliz - ur pezh-c’hoari fentus kinniget dezho gant Ar Vro Bagan. Kelennerez : Anne Bodennec.

Plijus eo atav gwelout ar re yaouank war ul leurenn o tistripañ brezhoneg. Michañs e roio c’hoant dezho da genderc’hel gant ar c’hoariva.

Trugarez da : Rannvro Breizh, da Guzul Departamant Penn-ar-Bed ha da dTi-kêr Sant-Martin-war-ar-Maez evit o souten.
Ha mersi : d’an Ao. Hamon maer, d’an Ao. Madec-Cleï karget eus ar yaouankiz, ar sportoù hag ar skolioù e Sant-Martin, da Erell Coupier evit Departamant Penn-ar-Bed da vezañ deuet da welout pezhioù ar skolajidi ha da Bertrand teknikour sal ar Roudour evit e zegemer.