Teatr brezhonek

Degemer al lec’hienn > C’hoariva > Keloù > Emvod bras evit rouedad C’hoariva

Emvod bras evit rouedad C’hoariva

Lun eil a viz Du 2015

Divizet eo bet gant kevredigezh C’hoariva aozañ un dibenn sizhun evit prederiañ war ar c’hoariva ha war rouedad ar strolladoù c’hoariva. Céline Soun eus strollad La Obra a sikouro evit kas da benn an emgav pouezus-mañ. Eskemmet e vo war meur a zem : palioù ar rouedad hiziv an deiz, e zazont, an treuzkas, ar c’hoariva evit ha gant ar yaouankiz, an divyezhegezh, ar stummoù c’hoariva hag all... Peadra da labourat eta !
Plijadur hor bo da zegemer Francis Favereau d’ar Sadorn adalek 2e30 g.m. evit ur brezegenn digor d’an holl war ar c’hoariva e brezhoneg.