Teatr brezhonek

Degemer al lec’hienn > C’hoariva > Keloù > GALV SOUTEN EVIT PRIVEZIOÙ PUBLIK

GALV SOUTEN EVIT PRIVEZIOÙ PUBLIK

Sadorn 20 a viz Mezheven 2015

Soutenit ur gompagnunezh yaouank evit he c’hrouidigezh gentañ a vicher dre al lec’hienn berzhiañ Kengo. Ret eo ober buan peogwir e klaskont tapout 4600 € a-benn ar 14 a viz Gouere evit o fezh-c’hoari Privezioù Publik (abadenn gentañ d’ar 04/07).
Muioc’h a ditouroù war lec’hienn Paritito
Pe kit war eeun war lec’hienn Kengo

An arc’hant a vo implijet evit paeañ an dud a-vicher o deus labouret evit leurenniñ ar pezh-c’hoari ha krouiñ ar c’hoari gouleier (3 000 €). An dafar evit ar c’hinkladurioù (650 €) hag ar skignañ (krouiñ ha moullañ ar skritell : 950 €) a vo paeet gant an arc’hant-se ivez.