Teatr brezhonek

Degemer al lec’hienn > C’hoariva > Keloù > Goude Kejadennoù war ar skrivañ evit ar c’hoariva

Goude Kejadennoù war ar skrivañ evit ar c’hoariva

Sul 27 a viz Meurzh 2016

Laouen e oa aozerien ar c’hejadennoù (Teatr Piba, Sked ha C’hoariva) gant disoc’h an daou zevezh.
Klaskerien a oa bet pedet d’an devezh kentañ evit reiñ prezegennoù. Ur mare pouezus evit damkanañ ha bezañ distok diouzh o fleustroù c’hoariva.
Temoù disheñvel zo bet lakaet war wel :

  • Madalena Gonzalez eus Skol-Veur Avignon he deus displeget deomp ar perak hag ar penaos eus c’hoariva ar minorelezhioù en hor bed a-vremañ. Hervezi leurenn ar c’hoariva zo ul lec’h evit arselliñ ur gevredigezh ha kelaouiñ ar publik. Un doare eo da lakaat war wel ur bihanniver a-dal d’ur gumuniezh vestroniour.
  • Istor ar c’hoariva e brezhoneg er c’hantved tremenet zo bet kontet deomp gant Francis Favereau, yezhoniour, skrivagner ha kelenner-klasker e Skol-Veur Roazhon 2.
  • Mélanie Jouitteau, yezhoniourez ha klaskerez er c’hKBES he deus displeget deomp penaos a ya en-dro ar "pebeiladur kodek" (alternance codique pe code-switching) er c’hoariva da lâret eo an tremen eus an eil yezh d’eben o kemer harp war ur c’horpus testennoù e brezhoneg lakaet war leurenn adalek 2012.
  • Erwan Hupel mestr-prezeger e Roazhon 2 en eus klasket gouzout petra zo o c’hortoz an arvestourien a ya da welout c’hoariva brezhonek hiziv an deiz ha peseurt skoilhoù zo a-fed krouiñ evit ar c’hoariva en ur vro a "vev" gant divyezh.

Ar strolladoù c’hoariva La Obra ha Teatr Piba o deus roet deomp mareoù c’hoariva plijus ha fromus da welout.

D’ar Sadorn e oa disheñvel an doare da vont en-dro. Ar publik ne oa ket tre ar memes hini kenneubeut. Eizh taol grenn a oa kinniget (4 d’ar mintin ha kement all d’an endervezh).
An temoù a oa lieseurt hag e giz-se hon eus bet tro da gaout ur sell ledan war ar skrivañ hag ar c’hrouiñ evit ar c’hoariva.

Temoù an taolioù krenn :

  • Skrivañ evit ar c’hoariva, eus ar barzhoniezh d’ar politikerezh.
  • Skrivañ a-stroll ha kenskrivañ : skiant-prenet, dalc’hoù ha daeoù.
  • Reiñ lañs d’ar skrivañ evit ar c’hoariva brezhonek.
  • Liesyezhegezh ha yezhoù minorel : dalc’hoù ar skrivañ pezhioù-c’hoari ?
  • Peseurt raktresoù embann c’hoariva evit peseurt publik ?
  • Skrivagnerien pe droerien : en em stummañ war an dramaouriezh ?
  • Kenlabourat a-benn sevel raktresoù c’hoariva.
  • Ken-produiñ pe brogrammiñ krouidigezhioù e Brezhoneg : peseurt pouez ?
    Aet eo fonnus ar gaoz en taolioù krenn : testennioù, preder, mennozhioù, liammoù skoulmet.

Mall zo warnomp bremañ ma vefe skignet aktoù ar c’hejadennoù evit chom gant ur roud eus an eskemmoù ha kenderc’hel da brederiañ war ar pleustoù c’hoariva.