Teatr brezhonek

Degemer al lec’hienn > C’hoariva > Keloù > Kejadennoù diwar ar skrivañ evit ar c’hoariva a-vremañ e brezhoneg

Kejadennoù diwar ar skrivañ evit ar c’hoariva a-vremañ e brezhoneg

Gwener 11 a viz Meurzh 2016

DIGOUST-DIYEZHEK-DIGOR D’AN HOLL

Pa’z eus anv da sevel pezhioù-c’hoari a-vremañ e brezhoneg e teu war-wel dalc’hoù ar skrivañ dramatel hag ar sevel oberennoù lennegel e brezhoneg / en ur yezh vinorelaet.

Pe vefe gant an arzourien, ar skrivagnerien, an troourien petramant c’hoazh gant an embannerien hag ar broduerien, e sav goulennoù ingal ’vit pezh a sell diouzh ster an oberezhioù dramatel, a-zivout o liammoù gant ar bed-holl ha gant an arvestourien.
Setu abalamour da betra hon eus bet c’hoant da ginnig daou zevezh divizoù digor d’an holl a-benn prederiañ war kenarroud dibar ar skrivañ hag ar c’hrouiñ a-vremañ e brezhoneg.

D’ar gwener 18 a viz Meurzh

  • 9e30 Degemer ha digorradur gant It. Lena Louarn, Besprezidantez Kuzul-rannvro Breizh.
  • 10e Prezegennoù, eskemmoù, c’hoariva.
    • Hanterour Ronan Calvez, CRBC – Skol-Veur Breizh Izel.
    • Test meur Christian Ryo, rener Levr ha Lennadoù e Breizh

Gant

  • Madelena Gonzalez, Skol-Veur Avignon : C’hoariva ar minorelezhioù er bed ingalet a-hiziv.
  • Francis Favereau, Skol-Veur Roazhon 2 : Ar c’hoariva e brezhoneg en ugentvet kantved.

2e30 – 6e noz

  • Mélanie Jouitteau, CNRS : Implij ar "code-switching" er c’hoariva brezhonek a-vremañ.
  • Erwan Hupel, CRBC, Skol-Veur Roazhon 2 : Ma c’helljen-me c’hoari laouen… Ar c’hoariva brezhonek ha stad, stourm ha planedenn ar yezh.

Frapadoù c’hoariva gant :
La Obra ha Teatr Piba


D’ar sadorn 19 a viz Meurzh

9e30 – 6e noz
Devezh eskemm ha taolioù krenn

Pep hini a c’hello kemer perzh e daou ziviz da bep prantad. Digor d’an holl ha divyezhek.

  • Skrivañ evit ar c’hoariva, eus ar barzhoniezh d’ar politikerezh.
  • Skrivañ a-stroll ha kenskrivañ : skiant-prenet, dalc’hoù ha daeoù.
  • Reiñ lañs d’ar skrivañ evit ar c’hoariva brezhonek.
  • Liesyezhegezh ha yezhoù minorel : dalc’hoù ar skrivañ pezhioù-c’hoari ?
  • Peseurt raktresoù embann c’hoariva evit peseurt publik ?
  • Skrivagnerien pe droerien : en em stummañ war an dramaouriezh ?
  • Kenlabourat a-benn sevel raktresoù c’hoariva.
  • Ken-produiñ pe brogrammiñ krouidigezhioù e Brezhoneg : peseurt pouez ?

Kenavo d’an 18 & 19 a viz Meurzh e Brest, gant plijadur !
Ti ar C’hoariva : 12 straed Goasdoue - Lambezelleg - Brest

Titouroù ha lakaat ec’h anv :
Teatr Piba : 06 83 85 03 47
C’hoariva : 06 38 78 35 15