Teatr brezhonek

Degemer al lec’hienn > C’hoariva > Keloù > Krennarded war al leurenn

Krennarded war al leurenn

Sul 21 a viz Mezheven 2015

15 den yaouank eus Skolajoù Diwan Gwiseni hag Ar Releg, ha skolaj prevez Landi o deus savet ar pezh-c’hoari "Al Laz-kanañ" skrivet a-ratozh evit krennarded gant an oberour Jean-Paul Alègre ha lakaet e brezhoneg. An destenn-se zo bet azasaet ha c’hoariet ivez gant tud-gour eus stal c’hoariva Sked e Brest.
Goude bezañ pleustret etre miz C’hwevrer ha miz Even er maez eus an amzer skol o deus kinniget o fezh war al leurenn d’an 20 a viz Even e Kastell-Paol. Tro o deus bet neuze da c’hoari dirak ar publik evit o brasañ plijadur ha hini an arvesterien.
Kenaozet e oa an darvoud gant Strollad Madarjeu, ar gerent hag ar gevredigezh Brezhoneg War ’Raok.

Skolajidi all bet er skol e Diwan Kommana pe e skolioù divyezheg Sizun pe Sant Riwall a ginnige an abadenn margodennoù "Begoù bras". Ur stal c’hoariva o deus graet evit sevel ar pezh-mañ kaset da benn gant Yann-Edern Jourdan eus strollad Madarjeu.