Teatr brezhonek

Degemer al lec’hienn > C’hoariva > Keloù > La Comparsa : un eskemm arzel etrevroadel

La Comparsa : un eskemm arzel etrevroadel

Lun eil a viz Du 2015

La Comparsa eo ur gouel poblek eus Amerika ar Su deuet da vezañ un arouez eus adc’hounid al lec’hioù foran. An dud yaouank bodet e-pad ur sizhunvezh o deus labouret war an arzoù-straed : c’hoariva, skasoù, jangliñ, sirk... ha sevel gwiskamantoù.

Daou strollad a oa gant palioù disheñvel :

  • Unan gant 21 den yaouank, 7 brezhoneger, 7 alaman ha 7 italian. Bodet e oant evit deskiñ an arzoù-straed skasoù en o zouez. Ar re-se en em gavo en-dro e miz Genver 2016 e Bro Alamagn hag e miz Ebrel e Bro Italia evit mont war-raok gant al labour kroget.
    Gallout a raimp gwelout ul lodenn deusouto war skasoù evit tremen ar Redadeg d’ar 5 a viz Mae 2016 e Douarnenez.
  • Ar strollad all a oa arzourien yaouank d’e ober evit ur chomadenn grouiñ tro dro d’ar c’hoariva ha d’an arzoù-straed. Etrevroadel e oa ar skipailh (tud eus broioù Guatemala, Beljik, Polonia, Suis, Spagn ha Frañs).