Teatr brezhonek

Degemer al lec’hienn > C’hoariva > Keloù > Nozvezh souten evit La Obra en enor da Céline Soun

Nozvezh souten evit La Obra en enor da Céline Soun

Lun 1añ a viz Genver 2018

A bep seurt traoù a vo kinniget e-kerzh an nozvezh !

An abadenn a zo savet evit harpañ ar gompagnunezh goude marv trumm he renerez Céline Soun e miz Here.

Kendalc’h a ra da labourat ar strollad hag ur bern raktresoù zo war ar stern ganto evit 2018 en o zouez un dilojadenn e Bro ar C’hab.

Deuit evit ur prantad plijus ha rannañ traoù e koun Céline.