Teatr brezhonek

Degemer al lec’hienn > C’hoariva > Keloù > Privezioù Publik o tostaat emañ an devezh D

Privezioù Publik o tostaat emañ an devezh D

Sul 7 a viz Mezheven 2015

War an hent mat eo krouidigezh nevez ar strollad Paritito.
Goude lennadenn bublik Privezioù Publik en ur sal leun chouk e Montroulez, ar strollad a gendalc’ho gant labour krouiñ ar pezh e-kerzh ur rezidañs hag a vo dalc’het etre an 22 hag an 30 a viz Even er Chapel Derezo e Brest.
Lakit ur groaz en ho teiziataer : d’ar 4 a viz Gouere e vo c’hoariet ar pezh evit ar wech kentañ en Eskivien.

M’ho peus c’hoant heuliañ traoù nevez ar strollad kit da weladenniñ :
o blog pe
o fajenn fasbouk