Teatr brezhonek

Degemer al lec’hienn > C’hoariva > Keloù > Redek evit ar brezhoneg

Redek evit ar brezhoneg

Lun 25 a viz Ebrel 2016

Setu eo deuet mare ar pempvet Redadeg. Tud a vo o redek war hentoù Breizh evit difenn ur gwir diazez : komz ur yezh.

Hag e-touez an dud-se e redo lod anezho evit un arz bev dre gomz : ar c’hoariva.

Mersi bras d’ar Redadeg evit e sikour da raktresoù c’hoariva zo, al lec’hienn internet-mañ en o mesk.

Ha ma emaoc’h poazh gant ar c’hoant da redek evit ha gant strolladoù c’hoariva… lammit en ho potoù sport ha degemer mat !

Kavit amañ dindan ar strolladoù c’hoariva a gemero perzh :

  • La Obra : Km 0 - 29/04 - Sant Ervlan - Ar strollad a vo e-touez ar re a roio lañs d’ar Redadeg gant margodennoù bras. Ganto e vo ar vazh-eilañ hag a vo fiziet d’ar reder kentañ.
  • Strollad Kallag : Km 845 - 03/05 - Karnoed - 5e26 noz
  • Strollad Ar Vro Bagan : Km 1072 - 04/05 - Plougerne - 6e40 noz
  • Teatr Piba : Km 1228 - 05/05 - Pont-ar-Veuzenn-Kimerc’h - Kreisteiz rik
  • La Obra : Km 1282 - 05/05 - Douarnenez - tro dro 6e noz - Tud yaouank war skasoù evit treuziñ Pont Treboull gant bugale skol bPouldahud Douarnenez.
  • La Obra : Km 1288 - 05/05 - Poullann - 6e40 noz - ha tud yaouank war skasoù e bourk Poullann tro dro 7e noz.
  • C’HOARIVA* : Km 1320 - 05/05 - Kledenn ar C’hab - 10e13 noz
  • Strollad Tro-Didro : Km 1328 - 05/05 - Prevel - 11e06 noz
  • La Obra : 06/05 - Plasenn Sant-Korantin Kemper - etre 4e ha 6e noz skolajidi Brizeux a c’hoario pezhigoù-c’hoari war dem ar Redadeg.
  • La Obra : 07/05 - Lokoal-Mendon - Tud yaouank war skasoù evit degemer degouezh ar Redadeg.

* C’hoariva a redo goude Gouel ar Filmoù, Emglev Bro DZ ha Daoulagad Breizh, ar peder c’hevredigezh a rann burevioù kenetrezo e Douarnenez hag o deus prenet pevar c’hilometr diouzh renk.