Teatr brezhonek

Degemer al lec’hienn > C’hoariva > Keloù > Skrivañ evit ar c’hoariva e brezhoneg

Skrivañ evit ar c’hoariva e brezhoneg

Lun 1añ a viz C’hwevrer 2016

Aozet gant Teatr piba, SKED, C’hoariva, gant sikour KEBK ha Ti ar C’hoariva.

Ar programm (berr-ha-berr - programm da vezañ resisaet)

Gwener 18 a viz Meurzh
Divizoù, prezegennoù, tabutoù
Digor d’an holl.
Gant kelennerien-klaskerien.
Ur sell bedel war c’hoariva ar minorelezhioù ; skridoù ha troidigiezhioù evit ar c’hoariva a-vremañ e brezhoneg ; krouiñ, skrivañ, embann ha skignañ c’hoariva a-vremañ e brezhoneg : perak ? penaos ? evit peseurt publik ?

Sadorn 19 a viz Meurzh
Devezh studi & stalioù labour
Digor d’an arbennigourien.
Eskemm ha tabutal e strolladoù bihan diwar demoù (da vezañ resisaet) : krouiñ, skrivañ, treiñ, embann, treuzkas ar c’hoariva e brezhoneg.
Digor d’ar skrivagnerien, troerien, arzourien, micherioù an embann, ar mediaouegoù, ensavadurioù ha servijoù publik a souten diorren ar skrivañ, ar c’hoariva hag an embann, h.a

Titouroù ha lakaat ec’h anv :
Teatr Piba : 06 83 85 03 47
Sked : 02 98 80 26 71
C’hoariva : 06 38 78 35 15